Skip to main content
  • WORD Research this...
    Romans 11
    •   Me a lavar eta: Hag en deus Doue taolet kuit e bobl? N'eo ket! Rak me a zo va-unan Israelat, eus lignez Abraham, eus meuriad Benjamin.
    •   Doue n'en deus ket taolet kuit e bobl anavezet a-ziagent gantañ. Ha n'ouzoc'h ket ar pezh a lavar ar Skritur diwar-benn Elia, penaos en em glemmas da Zoue a-enep Israel?
    •   Aotrou, lazhet o deus da brofeded, diskaret o deus da aoterioù, me a zo chomet va-unan, hag e klaskont va lazhañ.
    •   Met peseurt respont a reas Doue dezhañ? Miret em eus din seizh mil den n'o deus ket pleget o glin dirak Baal.
    •   Bez' ez eus ivez eta en amzerioù-mañ un nemorant a zo bet miret hervez dibaberezh ar c'hras.
    •   Hogen mar d-eo dre c'hras, n'eo mui dre an oberoù, anez ar c'hras ne vije mui ur c'hras. Met mar d-eo dre an oberoù, n'eo mui ur c'hras, anez an oberoù ne vijent mui oberoù.
    •   Petra eta? Ar pezh a glaske Israel n'eo ket bet kavet gantañ, met ar re zibabet o deus henn kavet, hag ar re all a zo bet kaledet,
    •   hervez ma'z eo skrivet: Doue en deus roet dezho betek an devezh-mañ ur spered a vorgousk, daoulagad ha ne welont ket, divskouarn ha ne glevont ket.
    •   Ha David a lavar: Ra vo o zaol dezho ur roued, ur pech, un abeg da gouezhañ, hag o faeamant,
    • 10   ra vo o daoulagad teñvalaet evit na welint ket, ha ra vo o c'hein daoubleget da viken.
    • 11   Me a lavar eta: Ha strebotet o deus evit kouezhañ? N'eo ket! Met ar silvidigezh a zo deuet d'ar baganed dre o lamm, evit lakaat ar warizi da sevel enno.
    • 12   Met mar d-eo bet o lamm pinvidigezh ar bed hag o bihander pinvidigezh ar baganed, pegement mui e vo o distro holl.
    • 13   Me a lavar deoc'h-c'hwi, paganed: O vezañ abostol ar baganed, e roan gloar da'm ministrerezh,
    • 14   o klask hegasiñ, mar gellan, gwarizi ar re eus va c'hig ha salviñ hiniennoù anezho.
    • 15   Rak, mar d-eo bet o distaol adunvanidigezh ar bed, petra a vo o adgalvidigezh, nemet ur vuhez a-douez ar re varv?
    • 16   Mar d-eo ar frouezh kentañ santel, ar bern a zo ivez, ha mar d-eo ar wrizienn santel, ar brankoù a zo ivez.
    • 17   Met mar d-eo lamet kuit hiniennoù eus ar brankoù, ha mar d-out-te, olivezenn gouez, bet imboudet en o lec'h ha deuet da gaout lod e gwrizienn hag e chug an olivezenn,
    • 18   na zenn ket gloar diwar goust ar brankoù-se. Mar tennez gloar, anavez penaos n'eo ket te a zoug ar wrizienn, met ar wrizienn eo an hini a zoug ac'hanout.
    • 19   Te a lavari eta: Ar brankoù a zo bet troc'het evit ma vijen-me imboudet.
    • 20   Gwir eo, lamet int bet kuit abalamour d'o diskredoni, ha te a chom dre ar feiz. Arabat dit lorc'hiñ, met az pez aon,
    • 21   rak ma n'en deus ket Doue espernet ar brankoù naturel, diwall na vefes ket espernet kennebeut.
    • 22   Laka evezh eta ouzh madelezh hag ouzh garvder Doue: e c'harvder e-keñver ar re a zo kouezhet, met e vadelezh en da geñver, mar kendalc'hez er vadelezh-se, anez e vi lamet kuit ivez.
    • 23   Hag evito, ma ne gendalc'hont ket en diskredoni, e vint imboudet, rak Doue en deus ar galloud d'o imboudañ a-nevez.
    • 24   Rak mar d-out bet troc'het eus an olivezenn gouez dre e natur hag imboudet, a-enep lezenn an natur, war an olivezenn vat, pegement mui, ar re a zo ar brankoù naturel ha ne vint ket imboudet war o olivezenn o-unan?
    • 25   Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec'h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d'ho taoulagad hoc'h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh;
    • 26   hag evel-se holl Israel a vo salvet, evel ma'z eo skrivet: An dieuber a zeuio eus Sion hag e pellaio eus Jakob pep dizoujañs;
    • 27   ha kement-se eo an emglev a rin ganto pa lamin o fec'hedoù.
    • 28   Gwir eo ez int enebourien e-keñver an Aviel abalamour deoc'h, met e-keñver an dibaberezh, ez int karet abalamour d'o zadoù,
    • 29   rak donezonoù ha galvidigezh Doue a zo didorrus.
    • 30   Evel ma'z oc'h bet gwechall disent ouzh Doue, ha ma hoc'h eus bet bremañ trugarez dre o disentidigezh,
    • 31   en hevelep doare ez int bet bremañ disent, evit m'o devo ivez trugarez, dre an drugarez a zo bet roet deoc'h.
    • 32   Rak Doue en deus dastumet an holl dud en disentidigezh evit ober trugarez d'an holl.
    • 33   O donder pinvidigezh, furnez, ha gouiziegezh Doue! Pegen disont eo e varnedigezhioù ha pegen digompren eo e hentoù!
    • 34   Rak piv en deus anavezet soñj an Aotrou, pe piv a zo bet e guzulier?
    • 35   Pe piv en deus roet dezhañ ar c'hentañ hag a vo paeet en distro?
    • 36   Rak an holl draoù a zo anezhañ ha drezañ hag evitañ. Dezhañ ra vo ar gloar da viken! Amen.
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

Rom 11:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

Rom 11:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

Rom 11:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.