-
WORD Research this...Luke 10
- 1 Goude-se, an Aotrou a zilennas c'hoazh dek ha tri-ugent all hag o c'hasas daou ha daou a-raok dezhañ en holl gêrioù hag en holl lec'hioù ma tlee mont e-unan.
- 2 Hag e lavaras dezho: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien. Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.
- 3 It, setu, e kasan ac'hanoc'h evel oaned e-touez bleizi.
- 4 Na zougit na yalc'h, na sac'h, na botoù, ha na saludit den en hent.
- 5 E peseurt ti bennak ma'c'h antreot, lavarit da gentañ: Ra vo ar peoc'h war an ti-mañ!
- 6 Mar d-eus eno ur bugel a beoc'h, ho peoc'h a chomo warnañ, mar n'eus ket e tistroio deoc'h.
- 7 Chomit en ti-se, o tebriñ hag oc'h evañ ar pezh a vo roet deoc'h, rak al labourer a zo dleet dezhañ e c'hopr. Na dremenit ket eus un eil ti d'egile.
- 8 E peseurt kêr bennak ma'z eot ha ma viot degemeret enni, debrit ar pezh a vo kinniget deoc'h,
- 9 yac'hait ar re glañv a vo eno ha lavarit dezho: Rouantelezh Doue a zo deuet tost ouzhoc'h.
- 10 Met e peseurt kêr bennak ma'z eot ha ma ne viot ket degemeret, it er straedoù ha lavarit:
- 11 Hejañ a reomp a-enep deoc'h ar poultr zoken a zo staget ouzhimp en ho kêr. Gouezit koulskoude penaos rouantelezh Doue a zo tostaet ouzhoc'h.
- 12 Me a lavar deoc'h penaos en deiz-se, e vo dousoc'h da Sodom eget d'ar gêr-se.
- 13 Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu.
- 14 Abalamour da-se, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon eget deoc'h.
- 15 Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec'h ar marv.
- 16 An neb a selaou ac'hanoc'h, a selaou ac'hanon; an neb a zispriz ac'hanoc'h, a zispriz ac'hanon; an neb a zispriz ac'hanon, a zispriz an hini en deus va c'haset.
- 17 An dek ha tri-ugent a zistroas gant levenez, o lavarout: Aotrou, zoken an diaouled a bleg deomp ez anv.
- 18 Eñ a lavaras dezho: Me a wele Satan o kouezhañ eus an neñv evel ul luc'hedenn.
- 19 Setu, em eus roet deoc'h ar galloud da gerzhout war an naered, war ar c'hruged ha war holl nerzhoù an enebour, ha netra ne c'hello noazout ouzhoc'h.
- 20 Koulskoude, n'en em laouenait ket eus ma pleg deoc'h ar speredoù, met en em laouenait kentoc'h eus ma'z emañ hoc'h anvioù skrivet en neñvoù.
- 21 En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuliñ a ran, Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoù-se ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o disklêriet d'ar vugale. Ya, Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec'h eus e gavet mat.
- 22 Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d'ar Mab e zisklêriañ dezhañ.
- 23 O tistreiñ ouzh an diskibien, e lavaras dezho a-du: Eürus eo an daoulagad a wel ar pezh a welit!
- 24 Rak me a lavar deoc'h, kalz a brofeded hag a rouaned o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n'o deus ket e welet, ha klevout ar pezh a glevit ha n'o deus ket e glevet.
- 25 Setu, un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras evit e amprouiñ: Mestr, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
- 26 Eñ a lavaras dezhañ: Petra a zo skrivet el lezenn ha petra a lennez enni?
- 27 Eñ a respontas: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl nerzh, eus da holl soñj, ha da nesañ eveldout da-unan.
- 28 Eñ a lavaras dezhañ: Respontet mat ec'h eus, gra kement-se hag e vevi.
- 29 Met hemañ, o fellout diskouez e oa reizh, a lavaras da Jezuz: Ha piv eo va nesañ?
- 30 Jezuz a adkemeras ar gomz hag a lavaras: Un den a ziskennas eus Jeruzalem da Jeriko hag a gouezhas etre daouarn laeron a ziwiskas anezhañ ha, goude bezañ e vrevet a daolioù, ez ejont kuit, o lezel anezhañ hanter-varv.
- 31 Erruout a reas ma tiskennas ur beleg dre an hent-se hag, o vezañ gwelet an den, a dremenas e-biou.
- 32 Ul Leviad, o vezañ ivez deuet en hevelep lec'h, o welout anezhañ, a yeas e-biou.
- 33 Met ur Samaritan, o tremen e hent, a zeuas da gavout an den-mañ hag, o welout anezhañ, en doe truez outañ.
- 34 O tostaat, e lienas e c'houlioù hag e lakaas warno eoul ha gwin. E lakaat a reas war e varc'h e-unan, en kasas da un ostaleri hag e kemeras preder anezhañ.
- 35 Antronoz, o vont kuit, e tennas daou ziner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g), o roas d'an ostiz hag e lavaras dezhañ: Az pez preder anezhañ, ha kement a zispigni ouzhpenn, me en roio dit pa zistroin.
- 36 Pehini eta eus an tri-se a gav dit eo bet nesañ an hini a oa kouezhet etre daouarn al laeron?
- 37 Eñ a lavaras: An hini en deus graet trugarez en e geñver eo. Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, ha gra ivez evel-se.
- 38 Evel ma oant en hent, ez eas en ur vourc'h. Ur wreg anvet Marta en degemeras en he zi.
- 39 Houmañ he doa ur c'hoar anvet Mari, en em zalc'has azezet ouzh treid Jezuz hag a selaouas e gomzoù.
- 40 Marta a oa prederiet gant al labour en ti; dont a reas hag e lavaras: Aotrou, ha n'evezhiez ket penaos va c'hoar am lez da servijañ va-unan? Lavar eta dezhi dont da'm sikour.
- 41 Jezuz a respontas dezhi: Marta, Marta, te en em laka e poan hag en em nec'h gant kalz a draoù.
- 42 Met un dra hepken a zo ret. Mari he deus dibabet al lodenn wellañ, ha ne vo ket lamet diganti.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Myanmar Burmse
- Norwegian bokmal
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Thai
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)
Basic Hash Usage Explained
At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.
We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.
Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.
Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.
Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.
The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.
We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.
Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.