-
WORD Research this...Luke 19
- 1 O vezañ aet e Jeriko, e tremenas dre gêr.
- 2 Ha setu, un den anvet Zake, a oa penn ar bublikaned hag a oa pinvidik,
- 3 a glaskas gwelout piv oa Jezuz, met ne c'hellas ket abalamour d'ar bobl, rak gwall vihan e oa.
- 4 Redek a reas a-raok hag e pignas war ur wezenn-sikomor evit e welout, abalamour ma tlee tremen dre eno.
- 5 Jezuz, o vezañ deuet el lec'h-se hag o sevel e zaoulagad, a welas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Zake, diskenn buan, rak ret eo din lojañ hiziv en da di.
- 6 Eñ a ziskennas buan hag en degemeras gant levenez.
- 7 O welout kement-se, an holl a c’hrozmolas o lavarout: E ti un den a vuhez fall eo aet da lojañ.
- 8 Met Zake en em zalc'has dirak an Aotrou hag a lavaras dezhañ: Setu, Aotrou, reiñ a ran an hanter eus va madoù d'ar beorien ha, mar em eus noazet ouzh unan bennak en un dra bennak, e roan dezhañ peder gwech kemend all.
- 9 Jezuz a lavaras dezhañ: Ar silvidigezh a zo deuet hiziv en ti-mañ, abalamour ma'z eo hemañ ivez mab da Abraham.
- 10 Rak Mab an den a zo deuet da glask ha da saveteiñ ar pezh a oa kollet.
- 11 Selaou a rejont ar c'homzoù-se. Eñ a gendalc'has hag a lavaras ur barabolenn, abalamour ma oa tost ouzh Jeruzalem, ha ma kredent ez ae rouantelezh Doue d'en em ziskouez prest.
- 12 Lavarout a reas neuze: Un den a lignez uhel a yeas d'ur vro bell evit kemer ur rouantelezh evitañ, ha distreiñ goude.
- 13 O vezañ galvet dek eus e servijerien, e roas dezho dek minenn (1 minenn = 100 drakm, d.l.e. war-dro 500 g a arc'hant) hag e lavaras dezho: Lakait anezho da dalvezout betek ma tistroin.
- 14 Met tud e vro a gasae anezhañ hag a kasas ur c'hannadur war e lerc'h da lavarout: Ne fell ket deomp e renfe hemañ warnomp.
- 15 Erruout a reas eta, pa voe distroet goude bezañ kemeret e rouantelezh, ma c'hourc'hemennas gervel d'e gavout ar servijerien en doa roet arc'hant dezho, evit gouzout pegement en doa gounezet pep hini gantañ.
- 16 An hini kentañ a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet dek minenn.
- 17 Eñ a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat, abalamour ma'z out bet feal e nebeut a draoù, ez po ar galloud war dek kêr.
- 18 An eil a zeuas hag a lavaras: Aotrou, da vinenn he deus gounezet pemp minenn.
- 19 Eñ a lavaras ivez dezhañ: Ha te, az pez ar galloud war bemp kêr.
- 20 Unan all a zeuas hag a lavaras: Aotrou, setu da vinenn am eus miret paket en ul lienenn,
- 21 rak aon am eus bet dirazout, dre ma'z out un den garv, e kemerez e-lec'h na'c'h eus lakaet netra hag e vedez e-lec'h na'c'h eus ket hadet.
- 22 Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan. Gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec'h na'm eus lakaet netra hag a ved e-lec'h na'm eus ket hadet.
- 23 Perak eta ne'c'h eus ket lakaet va arc'hant en ti-bank, hag em distro em bije e zilamet gant ar c'hampi?
- 24 Hag e lavaras d'ar re a oa eno: Lamit digantañ ar vinenn-se ha roit hi d'an hini en deus dek minenn.
- 25 Int a lavaras dezhañ: Aotrou, dek minenn en deus.
- 26 Me a lavar deoc'h, roet e vo d'an neb en deus, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus.
- 27 E-keñver va enebourien, ar re n'eo ket fellet dezho e renjen warno, degasit int amañ ha lazhit int dirazon.
- 28 Goude bezañ lavaret kement-se, e pignas da Jeruzalem, o vont a-raok ar bobl.
- 29 O vezañ tostaet ouzh Betfage hag ouzh Betania, tost d'ar menez anvet Menez an Olived, e kasas daou eus e ziskibien,
- 30 o lavarout: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h ha, pa viot aet enni, e kavot un azenig stag ha n'eus bet c'hoazh den war e gein. Distagit anezhañ hag en degasit.
- 31 Mar goulenn unan bennak ouzhoc'h: Perak e tistagit anezhañ? Lavarit dezhañ: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ.
- 32 Ar re gaset a yeas hag a gavas pep tra evel m'en doa lavaret dezho.
- 33 Evel ma tistagent an azenig, e vistri a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig?
- 34 Hag e respontjont: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ.
- 35 Hag e tegasjont anezhañ da Jezuz. O vezañ lakaet o dilhad warnañ, e lakajont Jezuz da azezañ warno.
- 36 Evel ma tremene, an dud a astennas o dilhad war an hent.
- 37 Ha pa oa dija o tostaat d'an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuliñ Doue a vouezh uhel evit an holl virakloù o doa gwelet.
- 38 Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc'h en neñv ha gloar el lec'hioù uhel meurbet!
- 39 Hiniennoù eus farizianed ar vandenn a lavaras dezhañ: Mestr, kroz da ziskibien.
- 40 Eñ a respontas dezho: Me a lavar deoc'h, mar tav ar re-mañ, ar vein a grio.
- 41 Pa voe tost da gêr, o welout anezhi, e ouelas warni hag e lavaras:
- 42 Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihanañ en deiz-mañ a zo roet dit, an traoù a sell ouzh da beoc'h! Met bremañ kuzhet int da'z taoulagad.
- 43 Rak deizioù a zeuio warnout ma raio da enebourien fozioù en-dro dit, hag e kelc'hint ac'hanout, hag e waskint ac'hanout a bep tu,
- 44 hag e tiskarint ac'hanout, te ha da vugale a zo en da greiz. Ne lezint ket maen war vaen abalamour na'c'h eus ket anavezet an amzer ma'z out bet gweladennet.
- 45 O vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe hag a brene e-barzh,
- 46 o lavarout dezho: Skrivet eo: Va zi a zo un ti a bedenn, met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron.
- 47 Hag e kelenne bemdez en templ. Ar veleien vras, ar skribed ha pennoù ar bobl a glaske e lakaat d'ar marv,
- 48 met ne ouient ket penaos ober, rak an holl bobl en em stage ouzh e gomzoù.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Myanmar Burmse
- Norwegian bokmal
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Thai
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)
Basic Hash Usage Explained
At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.
We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.
Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.
Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.
Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.
The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.
We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.
Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.