-
WORD Research this...Luke 4
- 1 Jezuz, leuniet eus ar Spered-Santel, a zistroas eus ar Jordan hag a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro;
- 2 eno e voe temptet gant an diaoul e-pad daou-ugent devezh. Ne zebras netra e-pad an deizioù-se ha, goude ma voent tremenet, en doa naon.
- 3 Neuze an diaoul a lavaras dezhañ: Mar d-out Mab Doue, gourc'hemenn d'ar maen-mañ dont da vezañ bara.
- 4 Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus Doue.
- 5 An diaoul en kasas war ur menez uhel, a ziskouezas dezhañ en un taol holl rouantelezhioù ar bed,
- 6 hag a lavaras dezhañ: Reiñ a rin dit an holl c'halloud-se ha gloar ar rouantelezhioù-se, rak roet eo bet din hag e roan anezhañ da neb a fell din.
- 7 Mar daoulinez eta dirazon, dit e vo en e bezh.
- 8 Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.
- 9 Kas a reas anezhañ ivez da Jeruzalem, hag e lakaas anezhañ war lein an templ, hag e lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol ac'hann d'an traoñ, rak skrivet eo:
- 10 Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit evit da ziwall,
- 11 hag e tougint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.
- 12 Jezuz a respontas dezhañ: Lavaret eo: Ne dempti ket an Aotrou da Zoue.
- 13 An diaoul, o vezañ echuet an holl demptadur, en em dennas dioutañ evit un amzer.
- 14 Jezuz a zistroas da C'halilea, dindan galloud ar Spered, hag ar vrud anezhañ a redas dre an holl vro tro-war-dro.
- 15 Kelenn a rae en o sinagogennoù hag e oa enoret gant an holl.
- 16 Jezuz a zeuas da Nazared e-lec'h ma oa bet savet hag a yeas, hervez e c'hiz, er sinagogenn d'an deiz sabad. Sevel a reas evit lenn.
- 17 Roet e voe dezhañ levr ar profed Izaia. O vezañ displeget al levr, e kavas al lec'h ma oa skrivet ennañ:
- 18 Spered an Aotrou a zo warnon, dre-se en deus va olevet da brezeg ar c'heloù mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon da yac'haat ar re o deus ar c'halon flastret, da embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het ha distro ar gweled d'ar re dall, da gas diere ar re gwasket,
- 19 da embann bloavezh trugarezus an Aotrou.
- 20 Goude bezañ pleget al levr hag e roet d'ar servijer, ec'h azezas. Daoulagad an holl er sinagogenn a selle pizh outañ.
- 21 Neuze en em lakaas da lavarout dezho: Hiziv eo peurc'hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur hoc'h eus klevet
- 22 An holl a roas testeni dezhañ hag a voe souezhet eus ar c'homzoù a c'hras a zeue eus e c'henoù, hag e lavarjont: Ha n'eo ket hemañ mab Jozef?
- 23 Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c'hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac'ha da-unan. Gra ivez amañ, en da vro, kement hon eus klevet ac'h eus graet e Kafarnaoum.
- 24 Met e lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, profed ebet n'eo degemeret mat en e vro.
- 25 Me a lavar deoc'h e gwirionez, bez' e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c'hwec'h miz ha pa c'hoarvezas un naonegezh vras dre an holl vro.
- 26 Koulskoude Elia ne voe ket kaset da di hini anezho, nemet da di un intañvez eus Sarepta e bro Sidon.
- 27 Bez' e oa ivez kalz a dud lovr en Israel en amzer ar profed Elizea. Koulskoude hini anezho ne oa glanaet, nemet Naaman ar Siriad.
- 28 Ar re holl a oa er sinagogenn, o klevout kement-se, a yeas droug enno.
- 29 O vezañ savet, e kasjont anezhañ kuit eus ar gêr hag e lakajont anezhañ war lein ar menez ma oa savet o c'hêr warnañ, evit e deurel d'an traoñ.
- 30 Met eñ, o tremen dre o c'hreiz, a yeas kuit.
- 31 Hag e tiskennas da Gafarnaoum, kêr eus Galilea, hag e kelenne anezho d'an deizioù sabad.
- 32 Souezhet e oant eus e gelennadurezh, rak komz a rae gant galloud.
- 33 Bez' e oa er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered a ziaoul hudur hag a grias gant ur vouezh uhel:
- 34 A! Petra a zo etre ni ha te, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue.
- 35 Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav ha kae er-maez anezhañ. An diaoul, o vezañ e stlapet er c'hreiz, a yeas kuit anezhañ hep ober droug ebet dezhañ.
- 36 Spontet e voent holl hag e lavarjont an eil d'egile: Petra eo ar ger-mañ? Gourc'hemenn a ra gant galloud ha nerzh d'ar speredoù hudur hag ez eont kuit!
- 37 Hag ar vrud anezhañ a yeas e pep lec'h er vro tro-war-dro.
- 38 O vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, eñ a yeas e ti Simon. Mamm-gaer Simon he doa ur gwall derzhienn hag e pedjont anezhañ eviti.
- 39 O vezañ en e sav a-us dezhi, e c'hourc'hemennas d'an derzhienn, hag ez eas kuit diouti. Hi a savas raktal hag a servijas anezho.
- 40 Pa voe kuzhet an heol, ar re holl o doa re glañv dalc'het gant meur a gleñvedoù o degasas dezhañ. Eñ a lakaas e zaouarn war bep hini anezho hag o yac'haas.
- 41 An diaouled ivez a yae er-maez eus kalz a dud, o krial hag o lavarout: Te eo ar C'hrist, Mab Doue. Met eñ o gourdrouzas ha ne lezas ket anezho da gomz, dre ma ouient e oa ar C'hrist.
- 42 Adalek ma teuas an deiz, ez eas er-maez d'ul lec'h distro. Ur bobl vras en klaskas hag a zeuas betek ennañ; hag e c'hoantajont en derc'hel evit n'o c'huitaje ket.
- 43 Met eñ a lavaras dezho: Ret eo din ivez prezeg Aviel rouantelezh Doue d'ar c'hêrioù all, rak evit-se eo ez on bet kaset.
- 44 Hag e prezege e sinagogennoù Galilea.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Myanmar Burmse
- Norwegian bokmal
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Thai
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)
Basic Hash Usage Explained
At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.
We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.
Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.
Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.
Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.
The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.
We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.
Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.