-
WORD Research this...Mark 8
- 1 En deizioù-se e oa gant Jezuz un niver bras a dud hag, evel n'o doa netra da zebriñ, e c'halvas e ziskibien hag e lavaras dezho:
- 2 Truez am eus ouzh ar bobl-mañ, rak tri devezh a zo emaint em c'hichen ha n'o deus netra da zebriñ.
- 3 Ha mar kasan anezho war yun d'o ziez, o nerzh a vanko dezho en hent, rak darn anezho a zo deuet a-bell.
- 4 E ziskibien a respontas dezhañ: Penaos e c'hellfemp kavout bara a-walc'h da bredañ anezho en ul lec'h distro?
- 5 Eñ a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh.
- 6 Neuze e c'hourc'hemennas d'ar bobl azezañ war an douar, e kemeras ar seizh bara hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d'e ziskibien evit m'o lodennjent. Hag o lodennjont d'ar bobl.
- 7 Bez' e oa ivez peskedigoù hag, o vezañ o benniget, e c'hourc'hemennas o reiñ ivez dezho.
- 8 Debriñ a rejont hag o doe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad eus an tammoù a oa manet.
- 9 Ar re o doa debret a oa war-dro pevar mil. Goude-se o c'hasas en o hent.
- 10 O vont kerkent er vag gant e ziskibien, ez eas e kostezioù Dalmanuta.
- 11 Ar farizianed a zeuas hag en em lakaas da riotal anezhañ, o c'houlenn digantañ, evit e demptañ, ur mirakl eus an neñv.
- 12 O huanadiñ en e spered, e lavaras: Perak e c'houlenn ar rummad-mañ ur mirakl? Me a lavar deoc'h e gwirionez, ne vo roet mirakl ebet d'ar rummad-mañ.
- 13 Hag, o vezañ o c'huitaet, ez eas adarre er vag hag e tremenas en tu all.
- 14 Ankounac'haet o doa kemer bara ganto, ha n'o doa nemet ur bara er vag ganto.
- 15 Eñ a reas outo an difenn-mañ: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag eus goell Herodez.
- 16 Int a soñjas etrezo hag a lavaras: Abalamour n'hon eus ket a vara eo.
- 17 Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit ez eo abalamour n'hoc'h eus ket kemeret a vara? Bez' oc'h c'hoazh hep skiant c'hoazh ha ne gomprenit ket? Bepred eo kaletaet ho kalon?
- 18 O kaout daoulagad, ne welit ket? O kaout divskouarn, ne glevit ket? Ha n'hoc'h eus ket a soñj?
- 19 Pa dorris pemp bara evit pemp mil den, pet panerad leun a dammoù chomet a zilerc'h ho poa dastumet? Int a lavaras dezhañ: Daouzek.
- 20 Ha pa dorris ar seizh bara evit ar pevar mil den, pet panerad leun a dammoù ho poa dastumet? Int a lavaras: Seizh.
- 21 Hag e lavaras dezho: Penaos eta ne gomprenit ket c'hoazh?
- 22 O vezañ deuet da Vetsaida, e voe degaset dezhañ un den dall hag en pedjont da stekiñ outañ.
- 23 Kemer a reas dorn an dall hag en kasas er-maez eus ar bourc'h. Krañch a lakaas war e zaoulagad hag, o vezañ lakaet e zaouarn warnañ, e c'houlennas digantañ hag eñ a wele un dra bennak.
- 24 Eñ, o vezañ sellet, a lavaras: Gwelout a ran tud evel gwez o kerzhout.
- 25 Eñ a lakaas adarre e zaouarn war e zaoulagad hag a lavaras dezhañ sellout. Yac'haet e voe hag e wele holl fraezh mat.
- 26 Hag e kasas anezhañ d'e di, o lavarout: N'a ket er bourc'h ha na lavar ket an dra-mañ da zen eus ar bourc'h.
- 27 Jezuz a yeas gant e ziskibien e bourc'hioù Kezarea-Filip. War an hent, e c'houlennatas e ziskibien hag e lavaras: Piv a lavar an dud ez on?
- 28 Respont a rejont: Yann-Vadezour; darn all, Elia; ha darn all, unan eus ar brofeded.
- 29 Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on? Pêr a respontas dezhañ: Te eo ar C'hrist.
- 30 Hag e tifennas gwall start outo lavarout kement-se anezhañ da zen.
- 31 Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv tri devezh goude.
- 32 Hag e lavare ar c'homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren.
- 33 Met eñ, o tistreiñ hag o sellout ouzh e ziskibien, a c'hourdrouzas Pêr hag a lavaras dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak da soñjezonoù n'emaint ket hervez an traoù a sell ouzh Doue, met hervez an traoù a sell ouzh an dud.
- 34 O c'hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac'hanon.
- 35 Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c'hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din ha d'an Aviel he saveteo.
- 36 Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene?
- 37 Petra a rofe an den e trok ouzh e ene?
- 38 Rak piv bennak en devo bet mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, e-touez ar rummad-mañ, avoultrer ha pec'her, Mab an den ivez en devo mezh anezhañ pa zeuio e gloar e Dad gant an aelez santel.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Myanmar Burmse
- Norwegian bokmal
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Thai
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)
Basic Hash Usage Explained
At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.
We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.
Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.
Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.
Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.
The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.
We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.
Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.