-
WORD Research this...Obererezhioù 28
- 1 Goude bezañ en em saveteet, ec'h anavezjont e oa Malta anv an enezenn.
- 2 An annezerien a ziskouezas en hor c'heñver ur vadelezh dreist-ordinal. Rak enaouiñ a rejont un tan hag hon degemerjont holl, abalamour d'ar glav a gouezhe ha d'ar yenijenn.
- 3 Paol a zastumas un toullad briñsoù hag o lakaas en tan. Un naer-wiber a zeuas er-maez abalamour d'an tommder hag en em stagas ouzh e zorn.
- 4 Pa welas an annezerien al loen-se a-ispilh ouzh e zorn, e lavarjont an eil d'egile: E gwirionez an den-se a zo ur muntrer, peogwir, goude bezañ bet saveteet eus ar mor, ar Reizhder ne fell ket dezhañ e vevfe.
- 5 Met o vezañ hejet al loen en tan, n'en doe droug ebet a gement-se.
- 6 Int a soñje dezho e teuje da goeñviñ pe da gouezhañ raktal marv, met o vezañ gortozet pell hag o welout ne c'hoarveze droug ebet gantañ, e kemmjont o soñj hag e lavarjont e oa un doue.
- 7 Bez' e oa el lec'h-se douaroù an den kentañ eus an enezenn, anvet Publiuz. Hemañ hon degemeras hag hol lojas gant madelezh e-pad tri devezh.
- 8 Setu ma oa tad Publiuz en e wele, klañv gant an derzhienn ha gant ar red-kof. Paol a antreas d'e gavout, a bedas, a lakaas e zaouarn warnañ hag a yac'haas anezhañ.
- 9 Kement-se o vezañ c'hoarvezet, an holl re a oa klañv en enezenn a zeuas hag a voe yac'haet.
- 10 Enorioù bras a rejont ivez deomp ha, pa'z ejomp kuit, e rojont kement hon doa ezhomm.
- 11 Tri mizvezh goude, e lestrjomp war ur vatimant eus Aleksandria he doa tremenet ar goañv en enezenn hag he doa evit asagn: An Dioskouroi (= ar vreudeur c'hevell).
- 12 O vezañ douaret e Sirakuze, e chomjont tri devezh.
- 13 Ac'hane e hedjomp an aod hag e teujomp da Rejio. An deiz war-lerc'h, avel ar c'hreisteiz a savas hag e teujomp e daou zevezh da Bouzol.
- 14 Kavout a rejomp eno breudeur a bedas ac'hanomp da chom ganto seizh devezh. Hag evel-se ez ejomp etrezek Rom.
- 15 Ac'hane, ar vreudeur o vezañ klevet komz diwar hor penn a zeuas a-raok deomp betek Marc'had-Apiuz hag an Teir-Zavarn. Paol, o welout anezho, a drugarekaas Doue hag a voe kalonekaet.
- 16 Pa'z omp erruet e Rom, ar c'hantener a lakaas ar brizonidi etre daouarn prefed ar pretordi. Met da Baol e voe aotreet chom en e di e-unan, gant ur soudard a ziwalle anezhañ.
- 17 Tri devezh goude, Paol a zastumas ar re gentañ eus ar Yuzevien ha, pa voent bodet, e lavaras dezho: Tud breudeur, petra bennak ma ne'm eus graet netra a-enep ar bobl nag a-enep gizioù hon tadoù, on bet taolet er prizon e Jeruzalem ha lakaet etre daouarn ar Romaned.
- 18 Goude bezañ graet goulennoù start ouzhin, e felle dezho va leuskel dre ma ne'm eus graet netra a vefe din a varv.
- 19 Met ar Yuzevien a enebas hag e voe ret din ober galv da Gezar, hep kaout soñj da damall va broad.
- 20 Evit kement-se eo em eus goulennet ho kwelout ha komz ganeoc'h, rak abalamour da esperañs Israel eo ez on ereet gant ar chadenn-mañ.
- 21 Respont a rejont dezhañ: N'hon eus resevet lizher ebet eus Judea diwar da benn ha n'eus deuet breur ebet hag en defe da damallet pe lavarout droug ac'hanout,
- 22 met hon eus c'hoant da glevout ganit petra eo da soñjoù, rak diwar-benn ar sektenn-se ec'h ouzomp e komzer a-enep dezhi e pep lec'h.
- 23 O vezañ merket un deiz dezhañ, e teujont en niver brasoc'h d'e lojeiz. Hag adalek ar beure betek an noz, e prezegas dezho rouantelezh Doue, o reiñ testeni hag o lakaat anezho da grediñ diwar-benn Jezuz, dre lezenn Moizez ha dre ar brofeded.
- 24 Darn a gredas ar pezh a lavare ha darn all ne gredjont ket.
- 25 Evel na oant ket a-unvan kenetrezo, en em dennjont goude m'en doe Paol lavaret ar gomz-mañ: Ar Spered-Santel en deus komzet mat d'hon tadoù dre ar profed Izaia,
- 26 pa en deus lavaret: Kae etrezek ar bobl-mañ ha lavar: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad ha ne welot ket.
- 27 Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na yac'hafen anezho.
- 28 Gouezit eta penaos ar silvidigezh a Zoue a zo kaset d'ar baganed hag int a selaouo.
- 29 Goude m'en doe lavaret kement-se, ar Yuzevien a yeas kuit, gant un tabut bras kenetrezo.
- 30 Paol a chomas daou vloavezh leun en un ti en doa feurmet evitañ e-unan. Hag e tegemere ar re holl a zeue d'e gavout,
- 31 o prezeg rouantelezh Doue hag o kelenn ar pezh a sell ouzh an Aotrou Jezuz-Krist gant pep frankiz hag hep harz ebet.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Myanmar Burmse
- Norwegian bokmal
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Thai
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)
Basic Hash Usage Explained
At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.
We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.
Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.
Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.
Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.
The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.
We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.
Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.