Skip to main content
  • WORD Research this...
    Acts 11
    •   An ebestel hag ar vreudeur a oa e Judea a glevas penaos ar baganed o doa ivez degemeret ger Doue.
    •   Ha pa voe distroet Pêr da Jeruzalem, an amdroc'hidi a damallas anezhañ
    •   hag a lavaras: Aet out e ti tud diamdroc'h ha debret ec'h eus ganto.
    •   Pêr en em lakaas da gontañ an traoù dezho diouzh renk hag a lavaras:
    •   Edon o pediñ e kêr Jope hag, o kouezhañ en ur goursav, em eus bet ur weledigezh: un dra heñvel ouzh un doubier vras dalc'het dre he fevar c'horn, a ziskennas eus an neñv hag a zeuas betek ennon.
    •   O vezañ sellet gant evezh outi, e welis enni pevarzroadeged an douar, loened gouez, stlejviled ha laboused an neñv.
    •   Hag e klevis ur vouezh a lavare din: Pêr, sav, lazh ha debr!
    •   Met e lavaris: Nann, Aotrou, rak biskoazh netra a saotret nag a zic'hlan n'eo aet em genoù.
    •   Ar vouezh a lavaras din eus an neñv evit an eil gwech: Na sell ket evel saotret ar pezh en deus Doue glanaet.
    • 10   Kement-se a c'hoarvezas teir gwech, goude-se pep tra a voe dilamet en neñv.
    • 11   Ha setu, kerkent tri den kaset da'm c'havout eus Kezarea en em gavas dirak an ti e-lec'h ma oan.
    • 12   Ar Spered a lavaras din mont ganto hep arvar. Ar c'hwec'h breur-mañ a zeuas ivez ganin hag ez ejomp e-barzh ti an den-se.
    • 13   a lavaras deomp penaos en doa gwelet un ael en e di oc'h en em ziskouez hag o lavarout dezhañ: Kas da Jope da gerc'hat Simon lesanvet Pêr,
    • 14   hag a lavaro dit traoù a vi salvet ganto, te ha da holl diegezh.
    • 15   Evel ma en em lakais da gomz, ar Spered-Santel a ziskennas warno evel warnomp er penn-kentañ.
    • 16   Neuze e teuas soñj din eus ar ger-mañ a lavaras an Aotrou: Yann en deus badezet en dour, met c'hwi a vo badezet er Spered-Santel.
    • 17   Pa en deus Doue roet dezho an hevelep donezon ha deomp-ni ar re o deus kredet en Aotrou Jezuz-Krist, piv e oan-me evit enebiñ ouzh Doue?
    • 18   O vezañ klevet an traoù-se, e sioulajont hag e rojont gloar da Zoue, o lavarout: Doue en deus eta roet ivez d'ar baganed ar geuzidigezh, evit m'o devo ar vuhez.
    • 19   Ar re a oa bet stlabezet gant an heskinadeg c'hoarvezet diwar-benn Stefan, a yeas betek Fenikia, Kiprenez hag Antioch, o prezeg ar ger da zen ebet, nemet d'ar Yuzevien hepken.
    • 20   Met hiniennoù anezho, a oa eus Kiprenez hag eus Siren, a yeas en Antioch hag a gomzas d'ar C'hresianed, o kemenn dezho Aviel an Aotrou Jezuz.
    • 21   Dorn an Aotrou a oa ganto, hag un niver bras a dud a gredas hag en em zistroas ouzh an Aotrou.
    • 22   Ar c'heloù eus kement-mañ a zeuas betek Iliz Jeruzalem, hag e kasjont Barnabaz betek Antioch.
    • 23   Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec'h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.
    • 24   Rak un den mat e oa, leun eus ar Spered-Santel hag a feiz, hag ul lod bras a dud en em unanas gant an Aotrou.
    • 25   Neuze Barnabaz a yeas da Dars da gerc'hat Saol
    • 26   hag, o vezañ e gavet, e tegasas anezhañ da Antioch. E-pad ur bloavezh leun, en em zastumjont gant an Iliz hag e kelennjont ur bobl vras. En Antioch eo e voe roet, evit ar wech kentañ, an anv a Gristenien d'an diskibien.
    • 27   En amzer-se e tiskennas profeded eus Jeruzalem da Antioch.
    • 28   Unan anezho, anvet Agabuz, a savas hag a zisklêrias dre ar Spered e vije un naonegezh vras dre an douar holl, ar pezh a erruas e gwirionez dindan Glaoda-Kezar.
    • 29   An diskibien a zivizas kas, pep hini hervez e c'halloud, ur sikour d'ar vreudeur a chome e Judea.
    • 30   Hag e rejont kement-se, o kas anezhañ d'an henaourien, dre zaouarn Barnabaz ha Saol.
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

Obererezhioù 11:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

Obererezhioù 11:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

Obererezhioù 11:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.