Skip to main content
  • WORD Research this...
    Acts 16
    •   Dont a reas e Derb hag e Listra. Ha setu, bez' e oa eno un diskibl anvet Timote, mab da ur Yuzevez hag a grede ha da un tad Gresian.
    •   Breudeur Listr hag Ikoniom a roe anezhañ un testeni mat.
    •   Paol a fellas dezhañ e teuje gantañ. E gemer a reas hag ec'h amdroc'has anezhañ abalamour d'ar Yuzevien a oa el lec'h-se, rak an holl a ouie e oa Gresian e dad.
    •   Evel ma'z aent eus kêr e kêr, ec'h alient mirout an urzhioù a oa bet lakaet gant an ebestel ha gant henaourien Jeruzalem.
    •   Evel-se an Ilizoù a greñvae er feiz hag an niver anezho a greske a zeiz da zeiz.
    •   P'o doe treuzet Frigia ha bro C'halatia, ar Spered-Santel a zifennas outo prezeg ar ger en Azia.
    •   O vezañ deuet tost da v-Misia, en em lakajont da vont e Bitinia, met ar Spered n'o lezas ket da vont.
    •   Neuze e treuzjont Misia hag e tiskennjont e Troaz.
    •   Paol en doa ur weledigezh e-pad an noz: un den Makedoniat en em zalc'he en e sav hag en pede o lavarout: Tremen e Makedonia, deus d'hor sikour.
    • 10   Kerkent ha m'en doa bet ar weledigezh-se, e klaskjomp mont e Makedonia, o krediñ ervat en doa an Aotrou hor galvet da brezeg an Aviel eno.
    • 11   O vezañ eta aet kuit eus Troaz, ez ejomp eeun dre vor etrezek Samotraz, hag an deiz war-lerc'h etrezek Neapoliz.
    • 12   Ac'hano ez ejomp da Filipi, hag a zo ur gêr gentañ eus un distrig eus Makedonia hag un drevadenn. Chom a rejomp er gêr-se un nebeud devezhioù.
    • 13   D'an deiz sabad ez ejomp er-maez eus kêr, tost d'ur stêr e-lec'h ma oant kustumet d'ober ar bedenn. O vezañ azezet, hon eus komzet ouzh ar gwragez a oa en em zastumet eno.
    • 14   Ur wreg anvet Lidia, ur varc'hadourez limestra eus kêr Diatira, ur wreg a zouje Doue, a selaouas. An Aotrou a zigoras he c'halon dezhi evit ma raje evezh ouzh an traoù a lavare Paol.
    • 15   Pa voe bet badezet gant he zud, e reas ar goulenn-mañ: Ma hoc'h eus kavet ac'hanon feal d'an Aotrou, deuit em zi ha chomit ennañ. Hag hol lakaas d'ober evel-se.
    • 16   Evel ma'z aemp d'ar bedenn, ur vatezh dalc'het gant ur spered a Biton hag a zegase ur gounid bras d'he mistri oc'h ober micher a zivinouriezh, a ziaraogas ac'hanomp.
    • 17   O heuliañ Paol ha ni, e krie: An dud-mañ a zo servijerien an Doue Uhel-Meurbet hag a gemenn deoc'h hent ar silividigezh.
    • 18   Kement-se a reas e-pad meur a zevezh. Paol, hegaset, a zistroas hag a lavaras d'ar spered: Me a c'hourc'hemenn dit, en anv Jezuz-Krist, da vont er-maez anezhi. Hag ez eas kuit raktal.
    • 19   Met he mistri, o welout o doa kollet an esper eus o gounid, a grogas e Paol hag e Silaz, hag o stlejas war al leurgêr dirak ar pennoù-kêr.
    • 20   O vezañ o c'haset dirak ar pennoù, e lavarjont dezho: An dud-mañ a drubuilh hor c'hêr. Yuzevien int,
    • 21   hag e kelennont boazioù ha n'eo ket aotreet deomp o degemer nag o heuliañ, pa'z eo gwir ez omp Romaned.
    • 22   An engroez a savas a-enep dezho, hag ar pennoù, o vezañ lakaet o dilhad da vezañ difreuzet diwarno, a c'hourc'hemennas o skourjezañ gant gwalinier.
    • 23   Goude bezañ roet dezho kalz a daolioù, e taoljont anezho er prizon hag e c'hourc'hemennjont d'ar bac'her o diwall gant evezh.
    • 24   O vezañ bet an urzh-se, hemañ o zaolas er prizon a-ziabarzh hag a ereas o zreid gant hualoù.
    • 25   War-dro hanternoz, Paol ha Silaz a oa o pediñ hag o kanañ meuleudioù da Zoue, hag ar brizonidi o c'hleve.
    • 26   A-daol trumm e c'hoarvezas ur c'hren-douar bras, en hevelep doare ma voe brañsellet diazez ar prizon. Kerkent, an holl zorojoù a voe digoret hag ereoù an holl brizonidi a voe torret.
    • 27   Ar bac'her, o vezañ dihunet hag o welout dorojoù ar prizon digor, a dennas e gleze hag a oa o vont d'en em lazhañ, o krediñ e oa aet ar brizonidi kuit.
    • 28   Met Paol a grias gant ur vouezh kreñv: Na ra droug ebet dit, rak emaomp holl amañ.
    • 29   O vezañ goulennet gouloù, ec'h antreas buan hag, en ur grenañ, en em daolas ouzh treid Paol ha Silaz.
    • 30   Hag, o tegas anezho er-maez, e lavaras: Aotrounez, petra eo ret din d'ober evit bezañ salvet?
    • 31   Lavarout a rejont: Kred en Aotrou Jezuz-Krist, hag e vi salvet, te ha da diegezh.
    • 32   Kemenn a rejont dezhañ ger an Aotrou, ha d'ar re holl a oa en e di.
    • 33   a gemeras anezho gantañ d'an eur-se eus an noz hag a walc'has o goulioù. Ha raktal a voe badezet, hag e holl dud.
    • 34   O vezañ degaset anezho en e di, e roas dezho da zebriñ hag en em laouenaas da vezañ kredet e Doue gant e holl diegezh.
    • 35   Pa voe deuet an deiz, ar pennoù a gasas serjanted da lavarout: Laosk an dud-se.
    • 36   Ar bac'her a lavaras da Baol ar c'homzoù-se: Ar pennoù o deus kaset keloù evit ho leuskel, deuit bremañ er-maez hag it e peoc'h.
    • 37   Met Paol a lavaras dezho: Goude bezañ hor skourjezet dirak an holl hep barn, ha ni Romaned, o deus hol lakaet er prizon, ha bremañ e laoskont ac'hanomp kuit e kuzh! Ne c'hoarvezo ket kement-se. Ra deuint hoc'h-unan d'hol lakaat er-maez.
    • 38   Ar serjanted a lavaras ar gerioù-se d'ar pennoù, hag ar re-mañ o doe aon o klevout e oant Roman.
    • 39   Dont a rejont eta d'o sioulaat. Hag o c'hasjont er-maez hag e pedjont anezho da vont kuit eus kêr.
    • 40   Int, goude bezañ aet er-maez eus ar prizon, a yeas da di Lidia hag, o vezañ gwelet ar vreudeur, e kalonekajont anezho hag ez ejont kuit.
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

Obererezhioù 16:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

Obererezhioù 16:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

Obererezhioù 16:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.