Skip to main content
  • WORD Research this...
    Acts 24
    •   Pemp devezh goude, ar beleg-meur Ananiaz a ziskennas gant an henaourien hag ur prezeger anvet Tertulluz. Sevel klemm a rejont a-enep Paol dirak ar gouarnour.
    •   Hemañ o vezañ bet galvet, Tertulluz en em lakaas d'e damall, o lavarout:
    •   Feliks mat meurbet, anzav a reomp en holl draoù ha dre holl lec'hioù, gant pep seurt trugarez, penaos hon eus bet ur peoc'h bras, drezout ha dre an oberoù kaer a zo bet graet d'ar vroad-mañ dre da breder.
    •   Met, evit na zalc'hin ket ac'hanout pelloc'h, e pedan ac'hanout da selaou gant madelezh hor berr gomzoù-mañ.
    •   Kavet hon eus an den-mañ, ur vosenn anezhañ, hag a laka an dizunaniezh e-touez ar Yuzevien stlabezet er bed, hag a zo penn eus skol an Nazareidi,
    •   hag en deus klasket zoken disakrañ an templ. Ni hor boa kroget ennañ, hag e felle deomp e varn hervez hol lezenn,
    •   met ar c'habiten Lisiaz a zeuas hag e dennas eus hon daouarn gant nerzh,
    •   o c'hourc'hemenn d'e damallerien dont da'z kavout. Bez' e c'helli anavezout da-unan digantañ, en ur ober goulennoù outañ, an holl draoù a damallomp dezhañ.
    •   Ar Yuzevien ivez en em unanas d'an tamall, o lavarout e oa an traoù evel-se.
    • 10   Goude m'en doe ar gouarnour graet sin dezhañ da gomz, Paol a respontas: Oc'h anavezout penaos out barner d'ar vroad-mañ abaoe meur a vloavezh, e komzan evit va difenn gant fiziañs.
    • 11   Rak e c'hellez anavezout penaos n'eus ket ouzhpenn daouzek devezh ma'z on pignet da Jeruzalem da azeuliñ.
    • 12   N'o deus ket kavet ac'hanon en templ o tabutal gant den, nag er sinagogennoù pe e kêr o tastum ar bobl,
    • 13   ha ne c'hellont ket prouiñ an traoù a damallont din bremañ.
    • 14   Met ec'h anzavan kement-mañ ouzhit, penaos hervez an hent a c'halvont sektenn, e servijan Doue va zadoù, o krediñ kement holl a zo skrivet el lezenn hag er brofeded,
    • 15   hag o kaout e Doue an esperañs-se o deus o-unan, penaos e c'hoarvezo un adsavidigezh a-douez ar re varv, ken eus ar re reizh evel eus ar re zireizh.
    • 16   Abalamour da gement-se eo e labouran evit kaout atav ur goustiañs divlam dirak Doue ha dirak an dud.
    • 17   Goude meur a vloavezh, on deuet evit ober da'm broad aluzenoù ha profoù.
    • 18   Pa oan oc'h ober-se Yuzevien bennak eus Azia a gavas ac'hanon glanaet en templ, hep tolpad na trouz ebet.
    • 19   Int oc'h-unan a dlefe bezañ deuet dirazout ha va zamall, mar o defe un dra bennak a-enep din.
    • 20   Pe ra zisklêrio ar re-mañ eus petra o deus va c'havet kablus pa'z on bet lakaet dirak ar sanedrin,
    • 21   nemet e vefe hepken eus ar gomz-mañ am eus lavaret a vouezh uhel en o c'hreiz: Abalamour d'an adsavidigezh a-douez ar re varv eo ez on barnet hiziv ganeoc'h.
    • 22   Feliks a glevas kement-se hag a gasas anezho kuit abalamour ma ouie mat ar pezh a sell ouzh an hent. Lavarout a reas: Pa vo deuet ar c'habiten Lisiaz, e sellin resisoc'h ouzh hoc'h afer.
    • 23   Hag e c'hourc'hemennas d'ar c'hantener diwall Paol, o lezel gantañ ul librentez bennak hep difenn ouzh hini ebet eus e re d'e servijañ pe da zont d'e welout.
    • 24   Un nebeud devezhioù goude, Feliks a zeuas gant e wreg Drusilha, ur Yuzevez anezhi, hag a gasas da gerc'hat Paol. Klevout a reas anezhañ diwar-benn ar feiz e Krist.
    • 25   Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremañ, kae kuit, ha pa gavin al lec'h, e c'halvin ac'hanout en-dro.
    • 26   Esperout a rae ivez e roje Paol arc'hant dezhañ, evit ma laoskje anezhañ frank. Dre-se e kasas alies d'e gerc'hat da gomz gantañ.
    • 27   Daou vloavezh a dremenas evel-se hag e teuas Porkiuz Festuz war-lerc'h Feliks. O c'hoantaat ober plijadur d'ar Yuzevien, Feliks a lezas Paol er prizon.
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

Obererezhioù 24:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

Obererezhioù 24:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

Obererezhioù 24:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.