-
WORD Research this...John 9
- 1 Evel ma oa o tremen, e welas un den a oa dall abaoe e c'hanedigezh.
- 2 E ziskibien a c'houlennas digantañ: Mestr, piv en deus pec'het, hemañ pe e dud, ma'z eo bet ganet dall?
- 3 Jezuz a respontas: N'en deus ket pec'het nag e dud kennebeut, met evit ma vo disklêriet oberoù Doue ennañ eo.
- 4 E-pad ma'z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c'haset. An noz a zeu, ha den ne c'hell labourat enni.
- 5 E-pad ma'z on er bed, ez on sklêrijenn ar bed.
- 6 O vezañ lavaret kement-se, e krañchas d'an douar hag e reas fank gant e halv. Neuze ec'h olevas daoulagad an dall gant ar fank-se,
- 7 hag e lavaras dezhañ: Kae hag en em walc'h e stank Siloa, da lavarout eo: Kaset. Mont a reas di eta, en em walc'has, hag e teuas o welout sklaer.
- 8 An amezeien hag ar re o doa e welet a-raok pa oa dall a lavaras: N'eo ket hemañ an hini en em zalc'he azezet hag a c'houlenne an aluzen?
- 9 Darn a lavaras: Eñ eo. Darn all a lavaras: Heñvel eo outañ. Eñ e-unan a lavaras: Me va-unan eo.
- 10 Int a lavaras eta dezhañ: Penaos eo bet digoret da zaoulagad dit?
- 11 Respont a reas: Un den a c'halver Jezuz en deus graet fank, en deus olevet gantañ va daoulagad ha lavaret din: Kae da stank Siloa hag en em walc'h. Aet on, hag ez on en em walc'het, hag e welan.
- 12 Neuze e lavarjont dezhañ: Pelec'h emañ an den-se? Eñ a lavaras: N'ouzon ket.
- 13 Kas a rejont d'ar farizianed an hini a oa bet dall.
- 14 Un deiz sabad e oa p'en doa Jezuz graet ar fank hag en doa digoret e zaoulagad dezhañ.
- 15 Ar farizianed a c'houlennas eta digantañ ivez penaos en doa adkavet ar gweled. Eñ a lavaras dezho: Lakaet en deus fank din war va daoulagad, hag ez on en em walc'het, hag e welan.
- 16 Neuze hiniennoù eus ar farizianed a lavaras: An den-se n'eo ket a-berzh Doue pa ne vir ket ar sabad. Reoù all a lavaras: Penaos e c'hell un den a zo pec'her ober hevelep mirakloù? Hag e oant dizunvan etrezo.
- 17 Lavarout a rejont c'hoazh d'an dall: Te, petra a lavarez eus an hini en deus digoret dit da zaoulagad? Eñ a lavaras: Ur profed eo.
- 18 Koulskoude ar Yuzevien ne gredjont ket e oa bet an den-se dall hag e oa bet digoret e zaoulagad dezhañ, ken ma lakajont gervel e dud.
- 19 Hag e c'houlennjont diganto, o lavarout: Hag hennezh eo ho mab a lavarit eo bet ganet dall? Penaos eta e wel bremañ?
- 20 E dud a respontas dezho: Gouzout a reomp ez eo hor mab hag ez eo bet ganet dall,
- 21 met n'ouzomp ket penaos e wel bremañ, ha n'ouzomp ket piv en deus digoret dezhañ e zaoulagad. Oad en deus, goulennit digantañ, komz a raio e-unan eus ar pezh a sell outañ.
- 22 E dud a lavaras kement-se o vezañ m'o doa aon rak ar Yuzevien. Ar Yuzevien o doa dija lakaet penaos piv bennak a anavezje anezhañ evit ar C'hrist, a vije kaset kuit eus ar sinagogenn.
- 23 Abalamour da-se eo e lavaras e dud: Oad en deus, goulennit digantañ.
- 24 Gervel a rejont eta evit an eil wech an den a oa bet dall hag e lavarjont dezhañ: Ro gloar da Zoue, ni a oar ez eo an den-se ur pec'her.
- 25 Neuze e respontas: N'ouzon ket hag-eñ eo ur pec'her. Un dra a ouzon, penaos e oan dall ha bremañ e welan.
- 26 Lavarout a rejont c'hoazh dezhañ: Petra en deus graet dit? Penaos en deus digoret da zaoulagad dit?
- 27 Respont a reas dezho: Henn lavaret em eus dija deoc'h ha n'hoc'h eus ket selaouet. Perak e fell deoc'h henn klevout a-nevez? C'hoantaat a rit ivez dont da vezañ e ziskibien?
- 28 Neuze e tismegañsjont anezhañ hag e lavarjont: Te eo a zo e ziskibl, evidomp, ni a zo diskibien Moizez.
- 29 Ni a oar en deus Doue komzet ouzh Moizez, met hemañ, n'ouzomp ket a-belec'h eo.
- 30 An den a respontas: Un dra souezhus eo na ouezfec'h ket a-belec'h eo, hag en deus digoret va daoulagad din.
- 31 Ni a oar penaos Doue ne selaou ket ar pec'herien, met mar deu unan bennak da zoujañ Doue ha da ober e volontez, e selaou anezhañ.
- 32 N'eo ket bet klevet betek vremañ penaos en defe den digoret e zaoulagad d'un den ganet dall.
- 33 Ma ne vije ket hemañ eus Doue, ne c'hellfe ober netra.
- 34 Respont a rejont dezhañ: Te a zo bet ganet holl er pec'hed hag e kelennez ac'hanomp! Hag e kasjont anezhañ kuit.
- 35 Jezuz a glevas o doa e gaset kuit hag, o vezañ en em gavet gantañ, e lavaras dezhañ: Ha krediñ a rez e Mab Doue?
- 36 Hag e respontas: Piv eo, Aotrou, evit ma kredin ennañ?
- 37 Jezuz a lavaras dezhañ: E welet ec'h eus, eñ e-unan eo an hini a gomz ouzhit.
- 38 Hag e lavaras: Krediñ a ran, Aotrou, hag ec'h azeulas anezhañ.
- 39 Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ evit ur varnedigezh, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio ar re a wel da vezañ dall.
- 40 Hiniennoù eus ar farizianed a oa gantañ, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Ha ni, ha dall omp ivez?
- 41 Jezuz a lavaras dezho: Ma vefec'h dall, n'ho pefe ket a bec'hed. Met bremañ e lavarit: Gwelout a reomp. Abalamour da gement-se ho pec'hed a chom.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Myanmar Burmse
- Norwegian bokmal
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Thai
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
-
-
Active Persistent Session:
To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.
How This All Works
Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.
However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.
Please Keep Your Favourite Verse Private
Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.
The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.
-
Loading...
-
-
Gospels (breton - 1.1.1)
2012-03-29Breton (br)
Breton New Testament.
TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.
NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.
NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.
Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
http://sites.google.com/site/bibleenanjou/- Encoding: UTF-8
- Direction: LTR
- LCSH: Bible. Breton.
- Distribution Abbreviation: Koad 21
License
Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire
Source (OSIS)
http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/
- history_1.1.1
- [2015-2-16] corrected conf file
- history_1.1
- [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
- history_1.0
- [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)
Basic Hash Usage Explained
At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.
We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.
Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.
Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.
Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.
The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.
We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.
Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.