Skip to main content
  • WORD Research this...
    2 Corinthians 11
    •   Plijus e vefe din hag e c'hellfec'h gouzañv un tamm va follentez; ya, me ho ped, gouzañvit ac'hanon.
    •   Rak me a zo gwarizius ac'hanoc'h, gant ur warizi eus Doue, abalamour ma em eus unanet ac'hanoc'h da ur pried hepken, evit ho kinnig da Grist evel ur werc'hez c'hlan.
    •   Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d'en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist.
    •   Rak mar deufe unan bennak da brezeg deoc'h ur Jezuz all disheñvel diouzh an hini hon eus prezeget, pe mar resevfec'h ur Spered all disheñvel diouzh an hini hoc'h eus resevet, pe un Aviel all disheñvel diouzh an hini hoc'h eus degemeret, en gouzañvfec'h mat.
    •   Met krediñ a ran n'on bet e netra izeloc'h eget ar wellañ ebestel.
    •   Mar d-on evel un den izel e-keñver ar gomz, n'on ket e-keñver an anaoudegezh. En em roet hon eus da anavezout en ho touez e pep doare hag en holl draoù.
    •   Ha graet em eus ur pec'hed oc'h en em izelaat va-unan evit ma vijec'h uhelaet, en ur brezeg deoc'h evit netra Aviel Doue?
    •   Diwisket em eus Ilizoù all, o resev diganto ur gopr evit ho servijañ.
    •   Pa'z on bet en em gavet en ezhomm en ho touez, n'on bet ur bec'h da zen ebet, rak ar vreudeur deuet eus Makedonia o deus pourvezet d'ar pezh a vanke din. En holl draoù ez on en em ziwallet da vezañ ur bec'h deoc'h hag en em virin.
    • 10   Dre wirionez Krist a zo ennon, ne vo ket lamet diganin al lec'h a c'hloar-se e broioù eus Akaia.
    • 11   Perak? Dre ma n'ho karan ket? Doue a oar.
    • 12   Met e ran kement-se hag henn ober a rin c'hoazh evit lemel pep digarez digant ar re a glask an digarez da vezañ kavet eveldomp en traoù a dennont gloar diouto.
    • 13   Rak hevelep tud a zo fals-ebestel, labourerien tromplus dic'hizet en ebestel Krist.
    • 14   Ha kement-se n'eo ket souezhus, rak Satan e-unan en em zic'hiz en un ael a sklêrijenn.
    • 15   N'eo ket eta fromus en em zic'hizfe ivez e servijerien e servijerien ar reizhder, met o diwezh a vo hervez o oberoù.
    • 16   Henn lavarout a ran c'hoazh, ra ne gemero den ac'hanon evel un den diskiant. Pe neuze, degemerit ac'hanon evel un den diskiant evit ma en em roin gloar un tamm ivez.
    • 17   Ar pezh a lavaran, n'eo ket hervez an Aotrou, met evel dre follentez, gant ar fiziañs-se a gavan gloar ennañ.
    • 18   Pa en em ro gloar meur a hini hervez ar c'hig, me en em roio gloar ivez.
    • 19   Rak e c'houzañvit a volontez vat ar re foll, c'hwi o vezañ fur.
    • 20   Mar deu unan bennak d'ho mestroniañ, d'ho lonkañ, da gregiñ ennoc'h, mar en em uhela, pe mar sko ac'hanoc'h war ho tremm, e c'houzañvit anezhañ.
    • 21   Mezh am eus o lavarout-se, ni a zo bet dinerzh. Koulskoude, e komzan gant follentez, kement tra a c'hell unan all krediñ ober, me a gred ivez henn ober.
    • 22   Hag Hebreed int? Bez' on ivez. Hag Israeliz int? Bez' on ivez. Hag a lignez Abraham int? Bez' on ivez.
    • 23   Ha ministred Krist int? Komz a ran gant follentez, bez' on muioc'h c'hoazh, kalz muioc'h el labourioù, kalz muioc'h er goulioù, muioc'h er prizonioù, alies e riskl ar marv,
    • 24   pemp gwech em eus bet digant ar Yuzevien daou-ugent taol skourjez nemet unan,
    • 25   teir gwech on bet pilet gant gwalinier, ur wech on bet meinataet, teir gwech em eus graet peñse, tremenet em eus un nozvezh hag un devezh en donder.
    • 26   Alies on bet e beaj, e riskl war ar stêrioù, e riskl a-berzh al laeron, e riskl e-touez tud va fobl, e riskl e-touez ar baganed, e riskl er c'hêrioù, e riskl el lec'hioù distro, e riskl war vor, e riskl e-touez ar fals-breudeur,
    • 27   er poanioù, el labourioù, er beilhadennoù alies, en naon, er sec'hed, alies er yunoù, er yenijenn, en noazhder.
    • 28   Hag hep komz eus an traoù all, bemdez ez on gronnet gant prederioù an holl Ilizoù.
    • 29   Piv a zo gwan, ha ne vefen ket gwan? Piv a zeu da gouezhañ, ha ne vefen losket?
    • 30   Mar d-eo ret en em reiñ gloar, e tennin gloar eus va gwander.
    • 31   An Doue ha Tad eus hon Aotrou Jezuz-Krist, benniget ra vo da virviken, a oar ne lavaran ket a c'hevier.
    • 32   E Damask, gouarnour ar roue Aretaz en doa graet diwall kêr an Damaskenianed evit kregiñ ennon,
    • 33   met diskennet e oan en ur baner dre ur prenestr, a-hed ar voger, hag em eus tech'et diouzh o daouarn.
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

2 Korintiz 11:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

2 Korintiz 11:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

2 Korintiz 11:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.