Skip to main content
  • WORD Research this...
    Hebrews 9
    •   An emglev kentañ en doa ivez eta gourc'hemennoù diwar-benn al lid doueel hag ar santual douarel.
    •   Un tabernakl kentañ a zo bet savet, ma oa ennañ ar c'hantolor, an daol hag ar baraoù a ginnig; galvet e oa al lec'h santel.
    •   En tu all d'an eil gouel e oa an tabernakl galvet sant ar sent,
    •   eno e oa an aoter aour evit an ezañs hag arc'h an emglev holl c'holoet a aour, e-lec'h ma oa ul lestr aour hag ennañ ar mann, gwialenn Aaron he doa bleuniet ha taolennoù an emglev.
    •   Dreist an arc'h e oa cherubined ar gloar, o c'holeiñ gant o skeud al lec'h-a-drugarez, ar pezh n'eo ket ret komz diwar e benn bremañ dre ar munud.
    •   Hag an traoù-se o vezañ evel-se lakaet, ar veleien a ya bepred e-barzh an tabernakl kentañ en ur ober al lid,
    •   met ar beleg-meur e-unan a ya e-barzh an eilvet ur wech ar bloaz, nann hep dougen gwad kinniget evitañ e-unan hag evit pec'hedoù ar bobl.
    •   Ar Spered-Santel a ziskouez dre eno penaos hent sant ar sent ne oa ket c'hoazh digor e-keit ha ma chome an tabernakl kentañ.
    •   Ur skeudenn e oa evit an amzer a-vremañ: kinniget e veze profoù hag aberzhoù na c'hellent ket lakaat peurvat e-keñver ar goustiañs an hini a rae al lid,
    • 10   hag a oa hepken gourc'hemennoù kigel, gant bouedoù, evajoù ha meur a walc'hidigezh, lakaet betek an amzer ma vije renevezet pep tra.
    • 11   Met Krist a zo deuet evel beleg-meur eus ar madoù da zont, o vezañ tremenet dre un tabernakl brasoc'h ha parfetoc'h n'eo ket bet graet gant dorn an den, da lavarout eo n'eo ket eus ar grouidigezh-mañ,
    • 12   aet eo ur wech hepken e sant ar sent, nann gant gwad ar bouc'hed hag hini al leueoù met gant e hini e-unan, o vezañ gounezet un dasprenadur peurbadus.
    • 13   Rak mar deu gwad an tirvi hag ar bouc'hed ha ludu un annoar, skuilhet war ar re saotret, a santela anezho e-keñver glanded ar c'hig,
    • 14   pegement muioc'h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c'hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.
    • 15   Ha dre-se eo an hanterour eus un emglev nevez, evit, ur wech paeet dre ar marv an torridigezhioù graet dindan an emglev kentañ, ma resevo ar re c'halvet ar bromesa eus un hêrezh peurbadus.
    • 16   Rak e-lec'h ma ez eus un testamant, eo ret e vefe prouet marv an testamanter.
    • 17   Rak goude ar marv eo e teu an testamant da vezañ talvoudek, peogwir n'en deus nerzh ebet e-pad ma'z eo bev an testamanter.
    • 18   Setu perak an emglev kentañ ivez ne voe ket lakaet hep skuilhañ gwad.
    • 19   Goude m'en doe Moizez disklêriet d'an holl bobl ar gourc'hemennoù eus al lezenn en o fezh, e kemeras gwad al leueoù hag ar bouc'hed, gant dour, gloan ruz ha sikadez, hag e sparfas war al levr e-unan ha war an holl bobl,
    • 20   en ur lavarout: Hemañ eo gwad an emglev en deus Doue urzhiet evidoc'h.
    • 21   Ober a reas ivez sparfadur gwad war an tabernakl ha war holl listri al lid.
    • 22   An darn vuiañ eus an traoù a zo glanaet gant ar gwad hervez al lezenn, hag hep skuilhañ gwad n'eus ket a bardon.
    • 23   Ret e oa eta da skeudenn an traoù a zo en neñvoù bezañ glanaet en doare-se, met ret e oa d'an traoù neñvel o-unan bezañ glanaet gant aberzhoù kalz gwelloc'h c'hoazh.
    • 24   Rak Krist n'eo ket aet e-barzh ur santual graet gant dorn an den evel skeudenn an hini gwirion, met aet eo e-barzh an neñv e-unan, evit en em ziskouez bremañ evidomp dirak Doue,
    • 25   nann evit en em ginnig e-unan meur a wech, evel ma'z a bep bloaz ar beleg-meur e sant ar sent gant ur gwad all n'eo ket e hini,
    • 26   rak neuze en dije ranket gouzañv meur a wech abaoe krouidigezh ar bed, met bremañ, e diwezh ar c'hantvedoù, eo en em ziskouezet ur wech hepken evit dilemel ar pec'hed oc'h en em aberzhiñ e-unan.
    • 27   Hag evel ma'z eo ret d'an dud mervel ur wech, ha goude-se e teu ar varnedigezh,
    • 28   en hevelep doare ivez Krist, o vezañ bet kinniget ur wech evit dougen pec'hedoù kalz a dud, en em ziskouezo un eil gwech hep pec'hed d'ar re en gortoz evit ar silvidigezh.
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

Hebreed 9:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

Hebreed 9:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

Hebreed 9:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.