Skip to main content
  • WORD Research this...
    Matthew 9
    •   O vezañ aet en ur vag, e treuzas ar mor hag e teuas en e gêr.
    •   Ha setu, e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Mab, kemer fiziañs, da bec'hedoù a zo pardonet dit.
    •   Neuze ur re eus ar skribed a soñjas enno o-unan: Hemañ a wallgomz.
    •   Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras: Perak hoc'h eus soñjoù fall en ho kalonoù?
    •   Rak, petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha kerzh?
    •   Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, e lavaras d'an den seizet: Sav, kemer da wele ha kae da'z ti.
    •   Hag e savas hag ez eas d'e di.
    •   Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet hag a roas gloar da Zoue dre m'en doa roet un hevelep galloud d'an dud.
    •   Pa'z eas Jezuz ac'hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon. Eñ, o vezañ savet, en heulias.
    • 10   Evel ma oa Jezuz ouzh taol en ti, setu, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien.
    • 11   Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr ho mestr gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
    • 12   Jezuz o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv.
    • 13   It eta ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c'homzoù-mañ: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, rak n'on ket deuet evit gervel ar re reizh d'ar geuzidigezh, met ar bec'herien.
    • 14   Neuze diskibien Yann a zeuas d'e gavout, o lavarout: A-belec'h e teu ma yunomp alies, ni hag ar farizianed, ha da ziskibien-te ne yunont ket?
    • 15   Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont en em c'hlac'hariñ e-pad ma'z emañ ar pried ganto? Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint.
    • 16   Den ne laka un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, rak diframmañ a rafe an dilhad hag ar rog a vefe brasoc'h.
    • 17   Ne lakaer ket kennebeut gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar seier a ziframmfe, ar gwin en em skuilhfe hag ar seier-lêr a vefe kollet. Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier-lêr nevez, hag an daou en em vir a-unan.
    • 18   Evel ma lavare dezho an traoù-se, setu, ur penn a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Va merc'h a zo o paouez mervel, met deus da lakaat da zaouarn warni, hag e vevo.
    • 19   Jezuz a savas hag a yeas war e lerc'h gant e ziskibien.
    • 20   Ha setu, ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa, a dostaas outañ a-ziadreñv hag a stokas ouzh bevenn e zilhad,
    • 21   rak hi a lavare enni hec'h-unan: Mar gellan hepken stekiñ ouzh e zilhad, e vin yac'haet.
    • 22   Jezuz, o vezañ distroet hag o sellout outi, a lavaras: Merc'h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac'haet. Hag ar wreg a voe yac'haet adalek an eur-se.
    • 23   Pa voe erruet Jezuz e ti ar penn ha pa welas ar fleüterien hag un toullad dud oc'h ober trouz,
    • 24   e lavaras dezho: It kuit, rak ar plac'h yaouank n'eo ket marv, met kousket a ra. Hag int a reas goap outañ.
    • 25   Goude ma voe bet kaset an dud-se er-maez, e kemeras dorn ar plac'h yaouank hag hi a savas.
    • 26   Ar vrud a gement-se a yeas dre an holl vro.
    • 27   Evel ma'z ae Jezuz pelloc'h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David!
    • 28   Pa voe deuet en ti, an dud dall a zeuas d'e gavout. Jezuz a lavaras dezho: Ha c'hwi a gred e c'hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo.
    • 29   Neuze e stokas ouzh o daoulagad, en ur lavarout: Ra vo graet deoc'h hervez ho feiz.
    • 30   Hag o daoulagad a voe digoret. Jezuz a reas dezho an difenn start-mañ: Diwallit na ouefe den an dra-se.
    • 31   Met int, o vezañ aet er-maez, a gasas ar vrud anezhañ dre an holl vro.
    • 32   Evel ma'z aent kuit, setu, e voe degaset dezhañ un den mut dalc'het gant un diaoul.
    • 33   Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas. Hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n'eo bet gwelet kemend-all en Israel.
    • 34   Met ar farizianed a lavare: Kas a ra kuit an diaouled dre briñs an diaouled.
    • 35   Jezuz a yae tro-war-dro er c'hêrioù hag er bourc'hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh hag o yac'haat pep kleñved ha pep mac'hagn e-touez ar bobl.
    • 36   O welout an holl dud-se, en doe truez outo abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep mesaer.
    • 37   Neuze e lavaras d'e ziskibien: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien.
    • 38   Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

Mathe 9:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

Mathe 9:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

Mathe 9:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.