Skip to main content
  • WORD Research this...
    1 Corinthians 14
    •   Klaskit ar garantez. C'hoantait gant gred an donezonoù speredel, met dreist-holl ar brofediezh.
    •   Rak an hini a gomz e yezh ne gomz ket ouzh an dud met ouzh Doue, ha ne intent den anezhañ met e lavar misterioù e spered.
    •   An hini a brofed a gomz ouzh an dud evit o c'henteliañ, o atizañ, o frealziñ.
    •   An hini a gomz e yezh a genteilh e-unan, met an hini a brofed a genteilh an Iliz.
    •   Me a garfe eta e komzfec'h holl e yezhoù, met dreist-holl e profedfec'h. An hini a brofed a zo brasoc'h eget an hini a gomz e yezhoù, nemet e jubennfe evit ma vefe an Iliz kenteliet a gement-se.
    •   Evel-se, breudeur, mar deufen en ho touez o komz e yezhoù, eus peseurt talvoudegezh e vefen deoc'h, ma ne gomzfen ket ouzhoc'h dre ziskuliadur, pe dre c'houiziegezh, pe dre brofediezh, pe dre gelennadurezh?
    •   Ma ne zeu ket an traoù divuhez a ra ur son, evel ar fleüt pe an delenn, da reiñ sonioù disheñvel, penaos ec'h anavezot ar pezh a zo c'hoariet gant ar fleüt pe gant an delenn?
    •   Ha ma ro an drompilh ur son mesket, piv en em gempenno d'ar brezel?
    •   Evel-se c'hwi ivez, mar distagit gant ho teod gerioù ha ne c'hell den o c'hompren, penaos e c'hello an dud gouzout ar pezh hoc'h eus da lavarout? Rak komz a reot en aer.
    • 10   Pegement a c'herioù a zo er bed evit gwir, ha n' eus hini anezho ha n'en defe ket ur ster.
    • 11   Ma n'ouzon ket eta ster ar gerioù, e vin ur barbar evit an hini a gomz, hag an hini a gomz a vo ur barbar evidon.
    • 12   Evel-se c'hwi ivez, pa c'hoantait gant gred an donezonoù speredel, klaskit kenteliañ an Iliz evit kaout a-fonn anezho.
    • 13   Dre-se an hini a gomz e yezh ra bedo evit gallout jubenniñ.
    • 14   Rak mar pedan e yezh, va spered a bed met va skiant a zo difrouezh.
    • 15   Petra eta a zo d'ober? Pediñ a rin dre ar spered, met pediñ a rin ivez dre ar skiant. Kanañ a rin dre ar spered, met kanañ a rin ivez dre ar skiant.
    • 16   Anez, mar bennigez er spered, penaos e c'hello an hini a zo e renk ar selaouerien eeun respont: Amen, da'z pedenn a drugarez, pa ne oar ket petra a lavarez?
    • 17   Gwir eo ez eo mat-kenañ da bedennoù a drugarez, met ar re all n'int ket kenteliet.
    • 18   Trugarekaat a ran va Doue, abalamour ma komzan muioc'h e yezhoù egedoc'h holl,
    • 19   met gwelloc'h eo ganin lavarout en Iliz pemp ger dre va skiant evit kelenn ar re all, eget lavarout dek mil ger e yezh.
    • 20   Breudeur, na vezit ket bugale er pezh a sell ouzh ho prederioù, met bezit bugale vihan e-keñver an droug hag, e-keñver ho prederioù, bezit tud c'hraet.
    • 21   Skrivet eo el lezenn: Komz a rin d'ar bobl-mañ dre dud eus ur yezh all ha dre vuzelloù estren, ha koulskoude ne selaouint ket ac'hanon, eme an Aotrou.
    • 22   Dre-se ar yezhoù a zo ur sin, nann evit ar gredourien, met evit ar re ziskredik. Ar brofediezh avat a zo ur sin, nann evit ar re ziskredik, met evit ar gredourien.
    • 23   Mar d-eo eta emvodet an Iliz a-bezh ha ma komz an holl e yezhoù, mar deu eno selaouerien eeun pe tud diskredik, ha ne lavarint ket hoc'h eus kollet ho skiant?
    • 24   Met ma profed an holl ha mar deu un den diskredik pe ur selaouer eeun, e vo kendrec'het gant an holl, e vo barnet gant an holl,
    • 25   hag evel-se traoù kuzhet e galon a vo disklêriet hag, o kouezhañ d'an douar, ec'h azeulo Doue hag ec'h embanno emañ e gwirionez Doue en ho touez.
    • 26   Petra eta a zo d'ober, breudeur? Pa en em vodit, pep hini ac'hanoc'h ha bez' en deus ur c'hantik, ur gelennadurezh, ur yezh, un diskuliadur, ur jubennadur? Ra vo graet pep tra evit kenteliañ.
    • 27   Mar komz lod e yezh, ra ne vo nemet daou pe dri d'ar muiañ ha pep hini d'e dro, ha ra vo unan evit jubenniñ.
    • 28   Ma n'eus den evit reiñ ar jubennadur, ra en em davo ar re-mañ en Iliz ha ra gomzo outo o-unan hag ouzh Doue.
    • 29   Ra ne vo nemet daou pe dri brofed o komz, ha ra varno ar re all.
    • 30   Ha mar en deus unan all eus ar re a zo eno un diskuliadur, ra davo an hini kentañ.
    • 31   Rak holl e c'hellit profediñ an eil goude egile, da zeskiñ an holl ha da atizañ an holl.
    • 32   Speredoù ar brofeded a zo sujet d'ar brofeded,
    • 33   rak Doue n'emañ ket un Doue a vesk met a beoc'h, evel en holl Ilizoù ar sent.
    • 34   Ra davo ho kwragez en Ilizoù, abalamour ma n'eo ket aotreet dezho komz, met ra vint sentus hervez ma lavar ivez al lezenn.
    • 35   Mar fell dezho en em gelenn war un dra bennak, ra c'houlennint digant o ezhec'h er gêr, rak mezhus eo d'ar gwragez komz en Iliz.
    • 36   Ha bez' eo ac'hanoc'h-c'hwi eo deuet ger Doue? Pe ha n'eo deuet nemet deoc'h-c'hwi hoc'h-unan?
    • 37   Mar kred unan bennak bezañ profed pe speredel, ra anavezo ez eo gourc'hemennoù an Aotrou an traoù a skrivan deoc'h.
    • 38   Met mar tremen unan bennak hep e anavezout, ra dremeno.
    • 39   Evel-se, breudeur, c'hoantait gant gred ar brofediezh ha na harzit ket da gomz e yezhoù.
    • 40   Ha ra vo graet pep tra en un doare dereat ha gant urzh.
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

1 Korintiz 14:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

1 Korintiz 14:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

1 Korintiz 14:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.