Skip to main content
  • WORD Research this...
    1 Corinthians 7
    •   Diwar-benn an traoù hoc'h eus skrivet din, mat eo d'an den chom hep stekiñ ouzh gwreg ebet.
    •   Met abalamour d'an hudurniezh, ra en devo pep den e wreg ha pep gwreg hec'h ozhac'h.
    •   Ra roio an ozhac'h d'e wreg ar pezh a dle dezhi ha ra roio an hevelep tra ar wreg d'hec'h ozhac'h.
    •   Ar wreg n'eo ket mestr war he c'horf hec'h-unan, met an ozhac'h eo. En hevelep doare ivez an ozhac'h n'eo ket mestr war e gorf e-unan, met ar wreg eo.
    •   N'en em dremenit ket an eil eus egile, nemet dre un asant graet etrezoc'h evit ur pennad, evit en em reiñ d'ar yun ha d'ar bedenn. Ha goude distroit asambles, gant aon na zeufe Satan d'ho temptañ dre ho tiouer a vestroni.
    •   Lavarout a ran kement-se evel un ali ha n'eo ket ur gourc'hemenn.
    •   Rak me a garfe e vefe an holl eveldon me-unan, met pep hini en deus resevet eus Doue e zonezon e-unan, unan en un doare hag egile en un doare all.
    •   Met e lavaran d'ar re n'int ket dimezet ha d'an intañvezed ez eo mat dezho chom evel ma'z on.
    •   Koulskoude, ma n'o deus ket mestroni warno o-unan, ra zimezint, rak gwelloc'h eo dimeziñ eget deviñ.
    • 10   D'ar re a zo dimezet e c'hourc'hemennan, n'eo ket me met an Aotrou, ra ne vo ket dispartiet ar wreg diouzh hec'h ozhac'h,
    • 11   ha mar d-eo dispartiet, ra chomo hep addimeziñ pe ra zistroio gant hec'h ozhac'h, hag an ozhac'h ra ne zilezo ket e wreg.
    • 12   D'ar re all e lavaran, me ha nann an Aotrou, mar en deus ur breur bennak ur wreg difeiz hag a c'hoantafe chom gantañ, ra ne guitaio ket anezhi,
    • 13   ha mar he deus ur wreg bennak un ozhac'h difeiz hag a c'hoantafe chom ganti, ra ne guitaio ket anezhañ.
    • 14   Rak an ozhac'h difeiz a zo santelaet gant ar wreg hag ar wreg difeiz a zo santelaet gant an ozhac'h, anez da-se ho pugale a vije dic'hlan, e-lec'h bremañ ez int santel.
    • 15   Mar en em zisparti an hini difeiz, ra vo dispartiet, ar breur pe ar c'hoar n'int ket dalc'het neuze. Met Doue en deus hor galvet d'ar peoc'h.
    • 16   Rak ha gouzout a rez, gwreg, hag e salvi da ozhac'h? Pe ha gouzout a rez, ozhac'h, hag e salvi da wreg?
    • 17   A-hend-all, ra gerzho pep hini hervez ar pezh en deus an Aotrou roet dezhañ hag hervez ar galv en deus resevet digant Doue. Setu ar pezh a c'hourc'hemennan en holl Ilizoù.
    • 18   Unan bennak ha galvet eo bet amdroc'het? Ra chomo amdroc'het. Unan bennak ha galvet eo bet diamdroc'h? Ra ne zeuio ket da vezañ amdroc'het.
    • 19   An amdroc'h n'eo netra hag an diamdroc'h n'eo netra, met miridigezh gourc'hemennoù Doue eo an holl draoù.
    • 20   Ra chomo pep hini er stad ma oa pa'z eo bet galvet.
    • 21   Ha galvet out bet pa oas sklav? N'en em nec'h ket a gement-se, met mar gellez dont da vezañ frank, tenn kentoc'h da vad.
    • 22   Rak an hini a oa bet galvet en Aotrou pa oa sklav a zo frankiziad an Aotrou. En hevelep doare an hini a oa bet galvet pa oa frank a zo sklavour Krist.
    • 23   Ur priz a zo bet paeet evit ho tasprenadur, na zeuit ket da vezañ sklavourien an dud.
    • 24   Breudeur, ra chomo pep hini dirak Doue er stad ma oa pa'z eo bet galvet.
    • 25   Diwar-benn ar gwerc'hezed, n'em eus gourc'hemenn ebet a-berzh an Aotrou, met reiñ a ran un ali evel un den hag en deus bet lod e trugarez an Aotrou evit bezañ feal dezhañ.
    • 26   Krediñ a ran eta, abalamour d'ar glac'haroù a-vremañ, ez eo un dra vat d'ar gwaz chom evel ma'z emañ.
    • 27   Hag ereet out gant ur wreg? Na glask ket en em zizeren. Ha n'out ket ereet gant ur wreg? Na glask gwreg ebet.
    • 28   Mar dimezez ne bec'hez ket, mar dimez ar werc'hez, ne be'ch ket. Met an dud-se o devo glac'haroù er c'hig ha fellout a rafe din o espern deoc'h.
    • 29   Setu ar pezh a lavaran, breudeur, an amzer a zo berr a-vremañ. Ar re o deus ur wreg ra vint evel pa n'o defe ket,
    • 30   ar re a ouel evel pa ne ouelfent ket, ar re a zo el levenez evel pa ne vefent ket, ar re a bren evel pa n'o defe netra,
    • 31   ar re a zo oc'h ober gant ar bed evel pa ne rafent ket, rak skeudenn ar bed-mañ a dremen.
    • 32   Ha me a garfe e vefec'h hep nec'hamant. An hini n'eo ket dimezet en em ro da draoù an Aotrou evit plijout d'an Aotrou,
    • 33   met an hini a zo dimezet en em ro da draoù ar bed evit plijout d'e wreg.
    • 34   Un diforc'h a zo etre ar wreg dimezet hag ar werc'hez, an hini n'eo ket dimezet en em ro da draoù an Aotrou evit bezañ santel a gorf hag a spered, met an hini a zo dimezet en em ro da draoù ar bed evit plijout d'hec'h ozhac'h.
    • 35   Lavarout a ran kement-mañ evit ho mad, n'eo ket evit stegnañ ur pech deoc'h, met evit ho tougen d'ar pezh a zo dereat ha ma c'hellot servijañ an Aotrou hep harz ebet.
    • 36   Met mar kred unan bennak e vefe un dismegañs evit e verc'h tremen fleur hec'h oad hep bezañ dimezet hag e vefe ret he dimeziñ, ra raio evel ma fello dezhañ, ne bec'ho ket. Ra zimezo ar merc'hed.
    • 37   Met an hini a chom start en e galon, an hini n'eo ket rediet met a zo er c'hontrol mestr eus e volontez, an hini en deus soñjet en e galon mirout e verc'h gwerc'h, a ra mat.
    • 38   Evel-se, an hini a zimez anezhi a ra mat, hag an hini n'he dimez ket a ra gwelloc'h.
    • 39   Ur wreg a zo ereet dre al lezenn e-pad ma'z emañ hec'h ozhac'h o vevañ. Met ma varv hec'h ozhac'h, frank eo da zimeziñ gant an neb a fell dezhi, nemet ra vo en Aotrou.
    • 40   Eürusoc'h eo koulskoude, hervez ar pezh a gav din, mar chom evel ma'z emañ. Ha krediñ a ran emañ ivez Spered Doue ennon.
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

1 Korintiz 7:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

1 Korintiz 7:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

1 Korintiz 7:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.