Skip to main content
  • WORD Research this...
    1 Corinthians 10
    •   Breudeur, ne fell ket din e vefec'h hep gouzout eo bet hon tadoù holl dindan ar goabrenn, o deus tremenet holl a-dreuz ar mor,
    •   int bet holl badezet dindan Moizez er goabrenn hag er mor,
    •   o deus debret holl eus an hevelep boued speredel,
    •   hag o deus evet holl eus an hevelep evaj speredel, rak evañ a raent eus ar roc'h speredel a heulie anezho, hag ar roc'h-se a oa Krist.
    •   Met Doue ne gavas ket e blijadur e darn vuiañ anezho rak kouezhañ a rejont el lec'h distro.
    •   Hag an traoù-se a zo c'hoarvezet evit servijañ da skouer deomp, evit na c'hoantaimp ket traoù fall evel ma c'hoantajont-int.
    •   Na zeuit ket da vezañ idolourien evel ma voe hiniennoù anezho, hervez ma'z eo skrivet: Ar bobl a azezas da zebriñ ha da evañ, ha goude e savjont d'en em laouenaat.
    •   Na reomp ket a hudurniezh evel ma reas traoù hudur hiniennoù anezho, hag e kouezhas tri mil warn-ugent anezho en hevelep devezh.
    •   Na demptomp ket Krist evel ma reas hiniennoù anezho hag a voe kaset da goll gant an naered.
    • 10   Na c'hrozmolit ket evel ma c'hrozmolas hiniennoù anezho hag a voe lazhet gant an distrujer.
    • 11   An holl draoù-se a c'hoarvezas ganto evit servijañ da skouer, hag int bet skrivet evit hon deskadurezh, deomp-ni hag a zo deuet d'an amzerioù diwezhañ.
    • 12   Evel-se an hini a gred bezañ en e sav, ra ziwallo da gouezhañ
    • 13   Temptadur ebet n'eo deuet deoc'h ha na vefe ket kumun d'an dud. Met Doue a zo feal ha ne lezo ket ho temptañ en tu all d'ho nerzh ha, gant an temptadur, e tiskouezo ivez an hent da zont er-maez evit ma c'hellot e c'houzañv.
    • 14   Dre-se, va re garet-mat, tec'hit diouzh an idolerezh.
    • 15   Komz a ran deoc'h evel da dud a skiant. Barnit hoc'h-unan ar pezh a lavaran.
    • 16   An hanaf a vennozh a vennigomp, ha n'eo ket ar genunvaniezh ouzh gwad Krist? Ar bara a dorromp, ha n'eo ket ar genunvaniezh ouzh korf Krist?
    • 17   Evel ma ez eus ur bara hepken, ni evidomp da vezañ kalz n'omp nemet ur c'horf hepken, rak holl hon eus lod en hevelep bara.
    • 18   Sellit ouzh Israel hervez ar c'hig. Ar re a zebr aberzhoù, ha n'o deus ket kenunvaniezh gant an aoter?
    • 19   Petra a lavaran eta? Ez eo an idol un dra bennak? Pe ez eo ar pezh a zo aberzhet d'an idol un dra bennak.
    • 20   Met e lavaran penaos ar pezh a vez aberzhet gant ar baganed, en aberzhont d'an diaouled ha nann da Zoue. Ha ne fell ket din ho pefe kenunvaniezh gant an diaouled.
    • 21   Ne c'hellit ket evañ hanaf an Aotrou hag hanaf an diaouled. Ne c'hellit ket kemer lod ouzh taol an Aotrou hag ouzh taol an diaouled.
    • 22   Ha fellout a ra deomp hegasiñ gwarizi an Aotrou? Ha kreñvoc'h ez omp egetañ?
    • 23   Pep tra a zo aotreet din, met pep tra n'eo ket talvoudus. Pep tra a zo aotreet din, met pep tra ne genteilh ket.
    • 24   Ra ne glasko den e vad e-unan, met ra glasko pep hini mad ar re all.
    • 25   Debrit eus kement a werzher er gigerezh hep ober goulenn ebet en abeg d'ar goustiañs,
    • 26   rak: D'an Aotrou eo an douar ha kement a zo ennañ.
    • 27   Mar ped un den difeiz ac'hanoc'h, ha mar fell deoc'h mont gantañ, debrit eus ar pezh a vo lakaet dirazoc'h, hep goulenn netra en abeg d'ar goustiañs.
    • 28   Met mar lavar unan bennak deoc'h: An dra-mañ a zo bet aberzhet d'an idoloù, na zebrit ket abalamour d'an hini en deus roet deoc'h an ali-se hag en abeg d'ar goustiañs, rak: D'an Aotrou eo an douar ha kement a zo ennañ.
    • 29   Met ar goustiañs a lavaran n'eo ket da hini met koustiañs egile. Rak abalamour da betra e vefe barnet va frankiz gant koustiañs unan all?
    • 30   Mar debran en ur drugarekaat, perak e vefen tamallet evit un dra a drugarekaan evitañ?
    • 31   Pe eta e tebrit, pe ec'h evit, pe e rit un dra bennak all, grit holl evit gloar Doue.
    • 32   Na roit ket da gavout tamall, na d'ar Yuzevien, na d'ar C'hresianed, na da Iliz Doue,
    • 33   eveldon me ivez a fell din plijout d'an holl en holl draoù hep klask va mad va-unan, met o klask hini kalz evit ma vint salvet.
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

1 Korintiz 10:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

1 Korintiz 10:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

1 Korintiz 10:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.