Skip to main content
  • WORD Research this...
    Revelation of John 2
    •   Skriv da ael Iliz Efez: Setu ar pezh a lavar an hini a zalc'h ar seizh steredenn en e zorn dehou, an hini a gerzh e-kreiz ar seizh kantolor aour:
    •   Anavezout a ran da oberoù, da labour ha da basianted. Gouzout a ran penaos ne c'hellez ket gouzañv ar re zrouk, penaos ec'h eus amprouet ar re en em lavar ebestel ha n'int ket, hag ec'h eus kavet anezho gaouiat.
    •   Gouzañvet ec'h eus, bet ec'h eus pasianted, labouret ec'h eus evit va anv ha ne'c'h eus ket kollet kalon.
    •   Met un dra bennak am eus a-enep dit: dilezet ec'h eus da garantez gentañ.
    •   Az pez soñj eta a-belec'h out kouezhet, az pez keuz ha gra da oberoù kentañ, anez e teuin prest da'z kavout hag e lamin da gantolor eus e lec'h, ma ne'c'h eus ket keuz.
    •   Koulskoude ec'h eus kement-mañ: kasaat a rez oberoù an Nikolaidi, a gasaan ivez.
    •   An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù. D'an hini a drec'ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.
    •   Skriv da ael Iliz Smirna: Setu ar pezh a lavar ar c'hentañ hag an diwezhañ, an hini a zo bet marv hag a zo deuet adarre d'ar vuhez:
    •   Anavezout a ran da oberoù, da drubuilhoù ha da baourentez, petra bennak ma'z out pinvidik, ha gwallgomzoù ar re en em lavar Yuzevien ha n'int ket, met a zo ur sinagogenn eus Satan.
    • 10   Na'z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c'houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac'hanoc'h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.
    • 11   An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù. An hini a drec'ho ne vo ket gloazet gant an eil marv.
    • 12   Skriv da ael Iliz Pergam: Setu ar pezh a lavar an hini en deus ar c'hleze lemm a zaou droc'h:
    • 13   Anavezout a ran da oberoù, e pelec'h e chomez, e-lec'h ma emañ tron Satan. Hag e talc'hez va anv ha ne'c'h eus ket nac'het va feiz, zoken en deizioù ma'z eo bet lakaet d'ar marv Antipaz, va merzher feal, en ho touez, e-lec'h ma chom Satan.
    • 14   Met traoù bennak am eus a-enep dit: bez' ec'h eus aze tud hag a zalc'h kelennadurezh Balaam, a zeske da Valag lakaat ur maen-kouezh dirak mibien Israel evit ma tebrjent traoù aberzhet d'an idoloù ha ma kouezhjent er c'hadaliezh.
    • 15   Evel-se, ec'h eus ivez tud a zalc'h kelennadurezh an Nikolaidi, ar pezh a gasaan.
    • 16   Az pez eta keuz, anez e teuin prest da'z kavout hag e stourmin outo gant kleze va genoù.
    • 17   An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù. D'an hini a drec'ho e roin da zebriñ eus ar mann kuzhet hag e roin dezhañ ur maen gwenn, ha war ar maen-se e vo skrivet un anv nevez n'eo anavezet gant den, nemet gant an hini a resev anezhañ.
    • 18   Skriv da ael Iliz Tiatira: Setu ar pezh a lavar Mab Doue, an hini en deus e zaoulagad evel ur flamm-tan hag e dreid heñvel ouzh kouevr fin meurbet:
    • 19   Anavezout a ran da oberoù, da garantez, da servij, da feiz, da zalc'husted ha da oberoù diwezhañ a zo en tu all d'ar re gentañ.
    • 20   Met traoù bennak am eus a-enep dit: lezel ar wreg Jezabel, en em lavar profedez, da gelenn ha da douellañ va servijerien evit o lakaat da gouezhañ er c'hadaliezh ha da zebriñ traoù aberzhet d'an idoloù.
    • 21   Roet em eus amzer dezhi evit m'he defe keuz eus he gadaliezh, met n'eo ket fellet dezhi kaout keuz.
    • 22   Setu, mont a ran d'he zeurel war ur gwele, hag ar re a ra avoultriezh ganti a vo en un trubuilh bras, nemet o defe keuz eus o oberoù.
    • 23   Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c'halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac'hanoc'h hervez e oberoù.
    • 24   Met e lavaran deoc'h-c'hwi, d'ar re all a zo e Tiatira, da gement hini na resev ket ar gelennadurezh-se ha n'en deus ket anavezet donderioù Satan evel ma lavaront: Ne lakain bec'h all ebet warnoc'h,
    • 25   met da vihanañ, dalc'hit start ar pezh hoc'h eus betek ma teuin.
    • 26   D'an hini a drec'ho hag a viro va oberoù betek an dibenn, e roin dezhañ galloud war ar broadoù.
    • 27   Gouarn a raio anezho gant ur wialenn houarn evel ma torrer podoù pri, evel ma em eus va-unan resevet kement-se digant va Zad,
    • 28   hag e roin dezhañ steredenn ar mintin.
    • 29   An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d'an Ilizoù.
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

Apokalipsi 2:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

Apokalipsi 2:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

Apokalipsi 2:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.