Skip to main content
  • WORD Research this...
    Ephesians 4
    •   Pediñ a ran eta ac'hanoc'h, me prizoniad en Aotrou, d'en em ren en un doare dellezek eus ar c'halvidigezh ez oc'h bet galvet drezañ,
    •   e pep izelegezh ha douster gant habaskted, oc'h en em c'houzañv an eil egile gant karantez,
    •   oc'h en em stagañ da genderc'hel unvaniezh ar spered dre ere ar peoc'h.
    •   Bez' ez eus ur c'horf hepken hag ur Spered hepken, evel ivez ma'z oc'h bet galvet da un esperañs hepken dre ho kalvidigezh,
    •   un Doue hepken, ur feiz hepken, ur vadeziant hepken,
    •   un Doue hepken ha Tad d'an holl, a zo dreist an holl hag e-touez an holl hag ennoc'h holl.
    •   Met ar c'hras a zo roet da bep hini ac'hanomp, hervez muzul donezon Krist.
    •   Dre-se eo e lavar: O vezañ pignet d'an nec'h, en deus kaset dalc'het an dalc'herezh, hag en deus lodennet donezonoù d'an dud.
    •   Hogen petra a dalvez: Pignet eo, ma ne vije ket bet diagent diskennet el lec'hioù izelañ eus an douar?
    • 10   An hini a zo diskennet, eo an hevelep hini hag a zo pignet dreist an holl neñvoù, evit ma leugnje an holl draoù.
    • 11   eo ivez en deus lakaet lod da ebestel, lod all da brofeded, lod all da avielourien, lod all da bastored ha doktored,
    • 12   evit parfetidigezh ar sent, evit labour ar servij hag evit savidigezh korf Krist,
    • 13   betek ma vimp holl deuet d'an unvaniezh er feiz hag en anaoudegezh Mab Doue, da stad an den peurc'hraet da vuzul ar vent peurvat eus Krist,
    • 14   evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amañ hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplañ dre droidellerezh,
    • 15   met, o lavarout ar wirionez er garantez, ma kreskimp en holl draoù en hini a zo ar penn, Krist.
    • 16   Dioutañ ar c'horf a-bezh, urzhiet mat hag unanet start dre sikour an holl juntoù, a denn e greskañs hervez an nerzh roet da bep ezel, evit ma vo savet e-unan er garantez.
    • 17   Setu eta ar pezh a lavaran hag a zisklêrian en Aotrou: N'en em gunduit ket evel en em ren ar baganed all, a heuilh fouge o soñjoù.
    • 18   Teñvalaet o deus o skiant, o vezañ pellaet diouzh buhez Doue abalamour d'an diouiziegezh a zo enno ha dre galeter o c'halon,
    • 19   o vezañ kollet pep santad, ez int en em roet d'al loustoni evit ober pep seurt hudurniezh gant taerded.
    • 20   Met n'eo ket evel-se hoc'h eus desket Krist,
    • 21   da vihanañ mar hoc'h eus selaouet anezhañ ha mar d-oc'h bet, hervez ar wirionez a zo e Jezuz, desket ennañ
    • 22   da ziwiskañ, evit ar pezh a sell ouzh ho puhez tremenet, an den kozh a vrein gant droukc'hoantoù tromplus,
    • 23   d'en em nevesaat dre ar Spered en ho klevidigezh,
    • 24   ha da wiskañ an den nevez, krouet heñvel ouzh Doue, er reizhder hag e santelezh ar wirionez.
    • 25   Dre-se, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac'hanoc'h hervez ar wirionez d'e nesañ, rak izili omp an eil d'egile.
    • 26   Mar en em lakait e fulor, na bec'hit ket, ra ne guzho ket an heol war ho fulor
    • 27   ha na roit ket digor d'an diaoul.
    • 28   An hini a laere ra ne laero ket ken, met ra labouro kentoc'h gant e zaouarn da un dra vat bennak, evit m'en devo peadra da reiñ d'an hini a zo en ezhomm.
    • 29   Ra ne zeuio ger dizonest ebet eus ho kenoù, met ra vo ho komzoù mat da skoliañ gant talvoudegezh evit ma raint vat d'ar re o c'hlevo.
    • 30   Na dristait ket Spered-Santel Doue, siellet oc'h bet gantañ evit deiz an dasprenadur.
    • 31   Ra vo pep c'hwervoni, pep kasoni, pep fulor, pep garmadenn, pep droukkomz kaset kuit eus ho touez, kenkoulz ha pep follentez.
    • 32   Bezit mat an eil e-keñver egile, madelezhus, o pardoniñ an eil d'egile, evel m'en deus Doue pardonet deoc'h ivez e Krist.
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

Efesad 4:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

Efesad 4:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

Efesad 4:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.