Skip to main content
  • WORD Research this...
    Mark 1
    •   Penn-kentañ Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue.
    •   Hervez ar pezh a oa bet skrivet er brofeded: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm da gempenn an hent dirazout,
    •   mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, grit eeun e wenodennoù,
    •   Yann a zeuas o vadeziñ el lec'h distro hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù.
    •   Holl vro Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d'e gavout hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc'h anzav o fec'hedoù.
    •   Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
    •   Hag e prezege, o lavarout: Dont a ra unan war va lerc'h, galloudusoc'h eo egedon, ha n'on ket dellezek, en ur blegañ, da zieren korreenn e votoù.
    •   Me am eus ho padezet en dour, met ho padezo er Spered-Santel.
    •   Erruout a reas, en amzer-se, ma teuas Jezuz eus Nazared e Galilea hag e voe badezet gant Yann er Jordan.
    • 10   Kerkent, evel ma save eus an dour, e welas an neñvoù digor hag ar Spered-Santel, evel ur goulm, o tiskenn warnañ.
    • 11   Ur vouezh a zeuas eus an neñvoù, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
    • 12   Ha raktal ar Spered a gasas Jezuz el lec'h distro.
    • 13   Hag e voe el lec'h distro daou-ugent devezh, o vezañ temptet gant Satan. Eno e oa gant al loened gouez hag an aeled a servije anezhañ.
    • 14   Goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a zeuas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue
    • 15   hag o lavarout: An amzer a zo peurc'hraet ha rouantelezh Doue a zo tost. Ho pet keuz ha kredit en Aviel.
    • 16   Evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas Simon hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
    • 17   Jezuz a lavaras dezho: Deuit da'm heul hag e rin ac'hanoc'h pesketaerien dud.
    • 18   Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ.
    • 19   Hag ac'hano, o vezañ aet un tamm a-raokoc'h, e welas Jakez mab Zebedea ha Yann e vreur, a oa en ur vag ivez o fichañ o rouedoù.
    • 20   Raktal e c'halvas anezho. Hag int, o lezel Zebedea o zad er vag gant an devezhourien, a heulias anezhañ.
    • 21   Mont a rejont e Kafarnaoum. O vezañ da gentañ aet er sinagogenn d'an deiz sabad, e kelennas enni.
    • 22   Souezhet e oant gant e gelennadurezh, rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ ha nann evel ar skribed.
    • 23   En em gavas er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered hudur, hag a grias
    • 24   o lavarout: Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Gouzout a ran piv out: Sant Doue.
    • 25   Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav ha kae er-maez eus an den-se.
    • 26   Neuze ar spered hudur en hejas start hag, o leuskel ur griadenn vras, a yeas kuit dioutañ.
    • 27   Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c'houlennent etrezo: Petra eo kement-mañ? Petra eo ar gelennadurezh nevez-mañ? Rak gant galloud e c'hourc'hemenn d'ar speredoù hudur zoken, hag e sentont outañ.
    • 28   Ar vrud anezhañ en em skuilhas kerkent en holl vro en-dro da C'halilea.
    • 29   Kerkent goude, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev.
    • 30   Mamm-gaer Simon a oa war he gwele klañv gant an derzhienn, ha raktal e komzjont outañ diwar he fenn.
    • 31   Neuze e tostaas hag, en ur gemer he dorn, e lakaas anezhi da sevel. An derzhienn a yeas kuit diouzhtu diouti, hag hi a servijas anezho.
    • 32   Diouzh an abardaez, pa voe kuzhet an heol, e tegasjont dezhañ an holl dud klañv hag ar re a oa dalc'het gant diaouled.
    • 33   Holl dud kêr a oa dastumet dirak an nor.
    • 34   Hag e yac'haas kalz a dud klañv eus meur a gleñved hag e kasas kuit meur a ziaoul. Ne aotree ket dezho komz, dre ma anavezent anezhañ.
    • 35   Da veure, evel ma oa c'hoazh gwall deñval, o vezañ savet, ez eas er-maez hag e teuas en ul lec'h a-du. Hag e pedas eno.
    • 36   Simon hag ar re a oa gantañ a yeas d'e glask.
    • 37   O vezañ e gavet, e lavarjont dezhañ: An holl a glask ac'hanout.
    • 38   a lavaras dezho: Deomp d'ar bourc'hioù tro-war-dro, evit ma prezegin ivez eno, rak evit-se eo ez on deuet.
    • 39   Hag e prezege en o sinagogennoù dre an holl C'halilea hag e kase kuit an diaouled.
    • 40   Un den lovr a zeuas d'e gavout, en em daolas war e zaoulin, en pedas hag a lavaras dezhañ: Mar fell dit, e c'hellez va glanaat.
    • 41   Jezuz, o kaout truez outañ, a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet.
    • 42   Adalek m'en doe lavaret-se, al lorgnez a guitaas an den-mañ hag e voe glanaet.
    • 43   Jezuz a gasas anezhañ kuit raktal, gant gourc'hemennoù start,
    • 44   o lavarout dezhañ: Diwall da lavarout netra da zen, met kae d'en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
    • 45   Met an den-mañ, o vezañ aet kuit, en em lakaas da zisklêriañ uhel an dra ha da skuilhañ ar vrud a gement-se, en hevelep doare ma ne c'helle mui Jezuz mont e kêr dirak an holl. Met en em zalc'he er-maez e lec'hioù a-du, hag a bep tu e teued d'e gavout.
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

Mark 1:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

Mark 1:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

Mark 1:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.