Skip to main content
  • WORD Research this...
    Matthew 23
    •   Neuze Jezuz, o komz d'ar bobl ha d'e ziskibien,
    •   a lavaras: Ar skribed hag ar farizianed a zo azezet war gador Moizez.
    •   Grit eta ha mirit kement a lavaront deoc'h da virout, met na rit ket hervez o oberoù. Rak e lavaront met ne reont ket.
    •   Eren a reont bec'hioù pounner ha diaes da zougen, ha o lakaont war divskoaz an dud, met ne fell ket dezho stekiñ outo gant o biz.
    •   O holl oberoù a reont evit bezañ gwelet gant an dud. Evel-se o deus fulakterioù ledan ha pempilhoù hir ouzh o dilhad,
    •   karout a reont ar plasoù kentañ er festoù hag ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù,
    •   karout a reont bezañ saludet war ar marc'hallac'hioù ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, mestr.
    •   Met c'hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c'hwi holl a zo breudeur.
    •   Na c'halvit den war an douar ho tad, rak unan hepken eo ho Tad, an hini a zo en neñvoù.
    • 10   Na vezit ket galvet mistri, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist.
    • 11   An hini brasañ en ho touez a vo ho servijer.
    • 12   Piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.
    • 13   Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
    • 14   Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma dismantrit tiez an intañvezed hag e rit evit ar gweled pedennoù hir. Abalamour da-se e viot barnet garvoc'h.
    • 15   Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha pa hoc'h eus e c'hounezet, e rit anezhañ ur mab eus ar gehenn div wech gwashoc'h egedoc'h.
    • 16   Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, kement-se n'eo netra, met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc'hel e gomz.
    • 17   Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour pe an templ a santela an aour-se?
    • 18   Mar tou unan bennak dre an aoter, kement-se n'eo netra, met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc'hel e gomz.
    • 19   Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof pe an aoter a santela ar prof?
    • 20   An neb a dou dre an aoter, a dou drezañ ha dre gement a zo warni.
    • 21   An neb a dou dre an templ, a dou drezañ ha dre an Hini a chom ennañ.
    • 22   Hag an neb a dou dre an neñv, a dou dre dron Doue ha dre an Hini a zo azezet warnañ.
    • 23   Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned ha war ar c'houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag ar feiz. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all.
    • 24   Renerien dall! Silañ a rit ar fubuenn hag e lonkit ar c'hañval.
    • 25   Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma naetait diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a zireizhder.
    • 26   Farizian dall! Naeta da gentañ an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezañ naet.
    • 27   Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù gwennet, en em ziskouez kaer en diavaez, hag a zo leun a eskern tud varv hag a bep dic'hlanded en diabarzh.
    • 28   Evel-se c'hwi ivez, en diavaez en em ziskouezit reizh d'an dud, met en diabarzh oc'h leun a bilpouzerezh hag a zireizhder.
    • 29   Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded ha ma vravait bezioù an dud reizh,
    • 30   en ur lavarout: Mar vijemp bet en amzer hon tadoù, ne vijemp ket en em unanet ganto da skuilh gwad ar brofeded.
    • 31   Testiñ a rit evel-se a-enep deoc'h hoc'h-unan penaos oc'h mibien ar re o deus lazhet ar brofeded.
    • 32   Deuit da leuniañ eta muzul ho tadoù.
    • 33   Naered, lignez a naered-gwiber! Penaos e tec'hot diouzh kastiz ar gehenn?
    • 34   Dre-se, setu, e kasan deoc'h profeded, tud fur ha skribed. Lazhañ a reot darn hag o stago ouzh ar groaz, skourjezañ a reot darn all en ho sinagogennoù hag heskinañ a reot anezho eus an eil kêr d'eben,
    • 35   evit ma kouezho warnoc'h an holl wad reizh a zo bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel ar reizh betek gwad Zakaria mab Barakia, hoc'h eus lazhet etre an templ hag an aoter.
    • 36   Me a lavar deoc'h e gwirionez, kement-se holl a gouezho war ar rummad-mañ.
    • 37   Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he foñsined dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h!
    • 38   Setu, ho ti a vo lezet deoc'h didud,
    • 39   rak me a lavar deoc'h, ne'm gwelot mui pelloc'h, betek ma lavarot: Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

Mathe 23:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

Mathe 23:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

Mathe 23:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.