Skip to main content
  • WORD Research this...
    John 19
    •   Neuze Pilat a gemeras Jezuz hag a lakaas anezhañ da vezañ skourjezet.
    •   Ar soudarded, o vezañ gweet ur gurunenn spern, a lakaas anezhi war e benn. E wiskañ a rejont gant ur vantell limestra
    •   hag e lavarent dezhañ: Salud, Roue ar Yuzevien! Hag e roent taolioù-dorn dezhañ.
    •   Pilat a yeas a-nevez er-maez hag a lavaras dezho: Setu, e tegasan anezhañ deoc'h er-maez evit ma ouiot penaos ne gavan torfed ebet ennañ.
    •   Jezuz a yeas eta er-maez, o tougen ar gurunenn spern hag ar vantell limestra. Hag e lavaras dezho: Setu an den.
    •   Pa welas ar veleien vras hag ar serjanted anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc'h-unan ha kroazstagit anezhañ, rak ne gavan torfed ebet ennañ.
    •   Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ul lezenn hon eus, hag hervez hol lezenn e tle mervel, rak eo en em c'hraet Mab Doue.
    •   Pilat, o klevout ar ger-se, en doe c'hoazh muioc'h a aon.
    •   Distreiñ a reas er pretordi hag e lavaras da Jezuz: A-belec'h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ.
    • 10   Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ne lavarez netra din? Ha n'ouzout ket em eus ar galloud da groazstagañ ac'hanout hag ar galloud da'z leuskel da vont?
    • 11   Jezuz a respontas dezhañ: Ne'z pefe galloud ebet warnon, ma ne vefe ket bet roet dit eus an nec'h. Setu perak an hini en deus va droukroet dit en deus graet ur pec'hed brasoc'h.
    • 12   Adalek neuze Pilat a glaskas e leuskel. Met ar Yuzevien a grie: Mar laoskez an den-se, n'out ket mignon da Gezar. Piv bennak en em c'hra roue, en em laka a-enep Kezar.
    • 13   Neuze Pilat, o klevout ar gomz-se, a gasas Jezuz er-maez hag a azezas war e gador-varn el lec'h galvet ar Pavez, en hebraeg Gabbata.
    • 14   Kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c'hwec'hvet eur. Lavarout a reas d'ar Yuzevien: Setu ho roue.
    • 15   Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: N'hon eus roue all ebet nemet Kezar.
    • 16   Neuze eta e roas anezhañ dezho evit bezañ staget ouzh ar groaz. Evel-se e kemerjont Jezuz hag e kasjont anezhañ ganto.
    • 17   O tougen e groaz, e teuas el lec'h anvet: Ar C'hlopenn, hag a zo galvet en hebraeg Golgota.
    • 18   Eno e kroazstagjont anezhañ ha daou all gantañ, unan en un tu hag egile en tu all, ha Jezuz er c'hreiz.
    • 19   Pilat a reas ivez ur skrid hag en lakaas war ar groaz. Ennañ e oa skrivet: JEZUZ A NAZARED, ROUE AR YUZEVIEN.
    • 20   Kalz eus ar Yuzevien a lennas ar skrid-se, abalamour al lec'h ma oa Jezuz kroazstaget a oa tost da gêr; hag e oa skrivet en hebraeg, e gresianeg hag e latin.
    • 21   Beleien vras ar Yuzevien a lavaras da Bilat: Na skriv ket: Roue ar Yuzevien, met penaos en deus lavaret: Me eo roue ar Yuzevien.
    • 22   Pilat a respontas: Ar pezh am eus skrivet, am eus skrivet.
    • 23   Goude m'o doe ar soudarded kroazstaget Jezuz, e kemerjont e zilhad hag e rejont peder lodenn, ul lodenn evit pep soudard. Kemer a rejont ivez e sae, met ar sae a oa hep gwri, eus ur wiadenn adalek krec'h betek traoñ.
    • 24   Lavarout a rejont eta etrezo: Na lodennomp ket anezhi met taolomp ar sord da biv e vo. Evel-se e voe evit ma vije peurc'hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur: Lodennet o deus va dilhad ha taolet o deus va sae d'ar sord. Setu ar pezh a reas ar soudarded.
    • 25   Mamm Jezuz, c'hoar e vamm, Mari gwreg Klopaz, ha Mari a Vagdala, en em zalc'he tost ouzh kroaz Jezuz.
    • 26   Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c'hichen an diskibl a gare, a lavaras d'e vamm: Gwreg, setu da vab.
    • 27   Neuze e lavaras d'an diskibl: Setu da vamm. Hag adalek an eur-se, an diskibl a gemeras anezhi en e di.
    • 28   Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa kaset holl da benn, a lavaras, evit ma vije peurc'hraet ar Skritur: Sec'hed am eus.
    • 29   Bez' e oa eno ul lestr leun a winegr. Leuniañ a rejont eta ur spoueenn a winegr hag, o vezañ he lakaet e penn ur gorzenn sikadez, e kinnigjont anezhi d'e c'henoù.
    • 30   P'en doe Jezuz kemeret ar gwinegr, e lavaras: Peurc'hraet eo! Hag, o vezañ pleget e benn, e rentas e Spered.
    • 31   Gant aon na chomfe ar c'horfoù war ar groaz e-pad ar sabad, rak kempennadur ar Pask e oa hag ar sabad-se a oa un deiz bras, ar Yuzevien a c'houlennjont digant Pilat ma vije torret o divhar dezho ha ma vijent tennet ac'hane.
    • 32   Ar soudarded a zeuas eta hag a dorras e zivhar d'an hini kentañ, goude d'an eil a oa kroazstaget gantañ.
    • 33   Met pa zeujont da Jezuz, o welout e oa dija marv, ne dorrjont ket dezhañ e zivhar.
    • 34   Hogen unan eus ar soudarded a doullas e gostez dezhañ gant ul lañs, ha kerkent e teuas anezhañ gwad ha dour.
    • 35   An hini en deus gwelet en deus roet testeni a gement-se, hag e desteni a zo gwirion hag e oar e lavar gwir evit ma kredot.
    • 36   Kement-se a erruas evit ma vije ar Skritur peurc'hraet: E eskern ne vint ket torret.
    • 37   Hag e lec'h all ar Skritur a lavar c'hoazh: Gwelout a raint an hini o deus toullet.
    • 38   Goude-se, Jozef a Arimatea hag a oa diskibl da Jezuz, met e-kuzh gant aon rak ar Yuzevien, a c'houlennas digant Pilat lemel korf Jezuz, ha Pilat en lezas d'e gemer. Dont a reas eta hag e lamas korf Jezuz.
    • 39   Nikodem, an hini a oa aet er penn-kentañ, en noz, da gavout Jezuz, a zeuas ivez, o tegas war-dro kant lur (~ 33 kg) eus ur veskadenn mir hag aloez.
    • 40   Kemer a rejont eta korf Jezuz hag e c'holojont anezhañ gant bandennoù ha gant al louzoù-frondus, evel ma o deus ar Yuzevien ar c'hiz da sebeliañ.
    • 41   Bez' e oa ul liorzh el lec'h ma oa bet kroazstaget hag el liorzh ur bez nevez, e-lec'h ne oa bet c'hoazh lakaet den.
    • 42   Lakaat a rejont eta Jezuz ennañ, abalamour da gempennadur ar Yuzevien ha dre ma oa tost ar bez.
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

Yann 19:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

Yann 19:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

Yann 19:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.