Skip to main content
  • WORD Research this...
    Luke 11
    •   Un deiz ma oa o pediñ en ul lec'h bennak, goude m'en doe echuet, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, desk deomp pediñ evel m'en deus Yann desket ivez d'e ziskibien.
    •   Hag e lavaras dezho: Pa bedit, lavarit: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv,
    •   ro deomp bemdez hor bara pemdeziek,
    •   pardon deomp hor pec'hedoù, rak ni a bardon ivez d'ar re holl o deus manket ouzhimp, ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug.
    •   Lavarout a reas dezho: Mar en defe unan ac'hanoc'h ur mignon hag a zeufe d'e gavout da hanternoz da lavarout dezhañ: Va mignon, prest din tri bara,
    •   rak ur mignon din a zo deuet da'm zi eus ur veaj ha ne'm eus netra da ginnig dezhañ,
    •   ha mar respontfe an den a zo en e di: Na dregas ket ac'hanon, va dor a zo prennet ha va bugale a zo ganin er gwele, ne c'hellan ket sevel evit o reiñ dit,
    •   me a lavar deoc'h, pa ne savfe ket da reiñ dezhañ abalamour ma'z eo e vignon, e savfe koulskoude abalamour d'e dregaserezh hag e rofe dezhañ kement hag en defe ezhomm.
    •   Me a lavar deoc'h: Goulennit hag e vo roet deoc'h, klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc'h.
    • 10   Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; an neb a sko, e vez digoret dezhañ.
    • 11   Piv eo an tad en ho touez a roio ur maen d'e vab pa c'houlenn digantañ bara? Pe mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer e-lec'h pesk?
    • 12   Pe mar goulenn digantañ ur vi, a roio dezhañ ur grug?
    • 13   Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h an Tad a zo en neñv a roio ar Spered-Santel d'ar re en goulenn digantañ!
    • 14   Jezuz a gasas kuit un diaoul a oa mut. Pa voe aet an diaoul kuit, an den mut a gomzas, hag ar bobl a oa souezhet.
    • 15   Met lod anezho a lavaras: Dre Veelzebul priñs an diaouled eo e kas an diaouled kuit.
    • 16   Reoù all, evit e amprouiñ, a c'houlennas digantañ ur mirakl eus an neñv.
    • 17   Evel ma anaveze o soñjezonoù, e lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, hag un ti dizunanet gantañ e-unan a vo diskaret.
    • 18   Mar d'eo eta Satan dizunanet gantañ e-unan, penaos e pado e rouantelezh, pa lavarit ez eo dre Veelzebul e kasan kuit an diaouled?
    • 19   Mar kasan kuit an diaouled dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.
    • 20   Met mar kasan kuit an diaouled dre viz Doue, eo eta gwir penaos eo deuet rouantelezh Doue betek ennoc'h.
    • 21   Pa ziwall un den kreñv hag armet mat e di, kement en deus a zo e surentez.
    • 22   Met pa zeu unan all kreñvoc'h egetañ, e tiskar anezhañ, e tilamm digantañ e holl armoù ma fizie enno hag e lodenn e ziwisk.
    • 23   An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.
    • 24   Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h da glask diskuizh, ha ne gav ket. Neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet.
    • 25   Pa zeu, e kav anezhañ skubet ha kempennet.
    • 26   Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ.
    • 27   Evel ma lavare an traoù-se, ur wreg eus a-greiz ar bobl a savas he mouezh hag a lavaras dezhañ: Eürus eo ar c'hof en deus da zouget hag eürus eo an divronn ac'h eus sunet!
    • 28   Met a lavaras: Nann, eürus eo kentoc'h ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ!
    • 29   Evel m'en em zastume ar bobl en ur vandenn vras war e dro, en em lakaas da lavarout: Ar rummad-mañ a zo fall, goulenn a ra ur mirakl ha ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona.
    • 30   Rak evel ma voe Jona ur mirakl evit tud Ninive, Mab an den a vo ivez unan evit ar rummad-mañ.
    • 31   Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ hag a gondaono anezho, abalamour ma'z eo deuet eus penn pellañ an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amañ brasoc'h eget Salomon.
    • 32   Tud Ninive a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour m'o deus bet keuz dre brezegenn Jona, ha setu, ez eus amañ brasoc'h eget Jona.
    • 33   Den n'enaou ul lamp evit e lakaat en ul lec'h kuzhet pe dindan ur boezell, met e lakaat a raer war ur c'hantolor, evit ma welo ar sklêrijenn ar re a zeu en ti.
    • 34   Al lagad eo lamp ar c'horf. Mar d-eo eta da lagad yac'h, da holl gorf a zo sklêrijennet, met mar d-eo fall, da gorf ivez a zo en deñvalijenn.
    • 35   Diwall eta na vefe ket teñvalijenn ar sklêrijenn a zo ennout.
    • 36   Mar d-eo eta da holl gorf sklêrijennet, ha mar n'eus lod ebet anezhañ en deñvalijenn, e vo sklêrijennet en e bezh, evel pa sklaer ul lamp ac'hanout gant e sklêrijenn.
    • 37   Evel ma komze, ur farizian a bedas anezhañ da leinañ en e di. Mont a reas hag en em lakaas ouzh taol.
    • 38   Ar farizian a oa souezhet o welout na oa ket en em walc'het a-raok lein.
    • 39   Met an Aotrou a lavaras dezhañ: C'hwi, farizianed, a naeta diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a fallentez.
    • 40   Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n'en deus ket graet ivez an diabarzh?
    • 41   Roit kentoc'h aluzenoù eus ar pezh hoc'h eus, ha setu, pep tra a vo glan evidoc'h.
    • 42   Met gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru ha war an holl louzoù, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa ret ober, hep koulskoude dilezel ar re all.
    • 43   Gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma karit ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù ha bezañ saludet war ar marc'hallac'hioù.
    • 44   Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù na weler ket ha ma kerzh an dud warno hep gouzout emaint eno.
    • 45   Unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz hag a lavaras dezhañ: Mestr, en ur lavarout an traoù-se, e tismegañsez ac'hanomp-ni ivez.
    • 46   Hag e lavaras: Gwalleur deoc'h ivez, doktored al lezenn! Abalamour ma sammit an dud gant bec'hioù na c'hellont ket dougen, ha c'hwi hoc'h-unan ne stokit ket outo gant unan eus ho pizied.
    • 47   Gwalleur deoc'h! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded en deus ho tadoù lakaet d'ar marv.
    • 48   C'hwi a zo eta an testoù hag ar c'henoberourien eus ar pezh o deus graet ho tadoù, rak lakaet o deus anezho d'ar marv, ha c'hwi a sav o bezioù.
    • 49   Setu perak furnez Doue he deus lavaret: Kas a rin dezho profeded hag ebestel, hag e lazhint lod anezho ha lod all a wallgasint,
    • 50   evit ma vo goulennet digant ar rummad-mañ gwad an holl brofeded a zo bet skuilhet abaoe krouidigezh ar bed,
    • 51   adalek gwad Abel betek gwad Zakaria, a voe lazhet etre an aoter hag an templ. Ya, a lavaran deoc'h, goulennet e vo digant ar rummad-mañ.
    • 52   Gwalleur deoc'h, doktored al lezenn! Abalamour ma hoc'h eus kemeret alc'houez an anaoudegezh, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
    • 53   Evel ma lavare kement-se dezho, ar skribed hag ar farizianed en em lakaas d'e waskañ start evit e lakaat da gomz war galz a draoù,
    • 54   o stignañ pechoù dezhañ hag o klask pakañ un dra bennak eus e c'henoù, evit e damall.
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

Lukas 11:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

Lukas 11:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

Lukas 11:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.