Skip to main content
  • WORD Research this...
    Luke 5
    •   Evel ma oa e-kichen lenn Genezared, ar bobl en em daolas warnañ evit klevout ger Doue.
    •   Gwelout a reas div vag war vord al lenn, a oa diskennet ar besketaerien anezho evit gwalc'hiñ o rouedoù.
    •   Pignat a reas en unan eus ar bagoù-se, a oa da Simon, hag e pedas anezhañ da bellaat un tamm diouzh an douar. O vezañ azezet, e kelennas ar bobl diwar ar vag.
    •   P'en doe paouezet da gomz, e lavaras da Simon: Kae a-raokoc'h en dour don, ha taolit ho rouedoù evit pesketa.
    •   Simon a respontas dezhañ: Mestr, labouret hon eus hed an noz hep tapout netra, hogen war da c'her e taolin ar roued.
    •   O vezañ henn graet, e tapjont un niver ken bras a besked ma torre o roued.
    •   Hag e rejont sin d'o c'henseurted a oa er vag all da zont d'o sikour. Dont a rejont hag e leugnjont an div vag en hevelep doare ma'z aent d'ar foñs.
    •   Simon-Pêr, o vezañ gwelet kement-se, en em strinkas d'an daoulin ouzh treid Jezuz hag a lavaras: Aotrou, pella diouzhin, rak ur pec'her on.
    •   Rak ar spont a oa kroget ennañ hag er re holl a oa gantañ, abalamour d'ar pesketaerezh o doa graet,
    • 10   kenkoulz evel e Jakez ha Yann mibien Zebedea, kenseurted da Simon. Jezuz a lavaras da Simon: Na'z pez ket aon, a-vremañ e vi pesketaer tud bev.
    • 11   O vezañ degaset ar bagoù d'an douar, e kuitajont holl hag e heuilhjont anezhañ.
    • 12   Evel ma oa en ur gêr, setu, e oa un den goloet a lovrentez. O vezañ gwelet Jezuz, en em strinkas war e c'henoù d'an douar hag en pedas o lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat.
    • 13   Jezuz, oc'h astenn e zorn, en stokas hag a lavaras: Fellout a ra din, bez glanaet. Kerkent al lovrentez a guitaas anezhañ.
    • 14   Hag e tifennas outañ n'en lavarje da zen. Met kae, emezañ, en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo kement-se da desteni dezho.
    • 15   Ar vrud anezhañ en em skuilhe muioc'h-muiañ ha kalz a dud en em zastume evit e glevout hag evit bezañ yac'haet gantañ eus o c'hleñvedoù.
    • 16   Met en em zalc'he a-du el lec'h distro evit pediñ.
    • 17   Un devezh ma kelenne, e oa azezet eno farizianed ha doktored al lezenn deuet eus holl vourc'hioù eus Galilea, eus Judea hag eus Jeruzalem. Galloud an Aotrou a oberie evit yac'haat.
    • 18   Ha setu, e teuas tud a zouge war ur gwele un den seizet, hag e klaskjont mont en ti hag e lakaat dirazañ.
    • 19   Pa ne ouient dre belec'h e gas e-barzh abalamour d'ar bobl, e pignjont war an ti, hag en diskennjont dre an teol gant e wele, e-kreiz an holl, dirak Jezuz.
    • 20   O welout o feiz, e lavaras dezhañ: Den, da bec'hedoù a zo pardonet dit.
    • 21   Neuze ar skribed hag ar farizianed en em lakaas da c'hrozmolat ha da lavarout: Piv eo hemañ hag a wallgomz? Piv a c'hell pardoniñ ar pec'hedoù, nemet Doue hepken?
    • 22   Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Petra a c'hrozmolit en ho kalonoù?
    • 23   Petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha kerzh?
    • 24   Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, e lavaras d'an den seizet: Me a lavar dit, sav, kemer da wele ha kae da'z ti.
    • 25   Raktal e savas dirazo, e tougas ar gwele ma oa gourvezet warnañ, hag ez eas d'e di o reiñ gloar da Zoue.
    • 26   Hag e voent holl souezhet bras hag e rojont gloar da Zoue. Leuniet e voent a zoujañs hag e lavarjont: Traoù burzhudus hon eus gwelet hiziv.
    • 27   Goude-se, e teuas hag e welas ur publikan anvet Levi, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon.
    • 28   Eñ, o kuitaat pep tra, a savas hag en heulias.
    • 29   Levi a reas ur fest vras en e di, hag un niver bras a bublikaned hag a dud all a oa ouzh taol ganto.
    • 30   O skribed hag o farizianed a c'hrozmolas hag a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebrit hag ec'h evit gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
    • 31   Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h eo ar re o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv.
    • 32   N'on ket deuet evit gerervel ar re reizh d'ar geuzidigezh, met ar bec'herien.
    • 33   Lavarout a rejont dezhañ: Perak e yun alies diskibien Yann hag e reont pedennoù, kenkoulz evel re ar farizianed, e-lec'h da re a zebr hag a ev?
    • 34   a lavaras dezho: Ha c'hwi a c'hell lakaat da yunañ mignoned ar pried, e-pad ma'z emañ ar pried ganto?
    • 35   Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, hag en deizioù-se e yunint.
    • 36   Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Den ne laka un tamm eus ur gwiskamant nevez war ur gwiskamant kozh, rak an tamm nevez a rogfe an hini kozh hag an tamm nevez n'en em rafe ket gant an hini kozh.
    • 37   Den ne laka gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier kozh, en em skuilhfe hag ar seier a vefe kollet.
    • 38   Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan.
    • 39   Ha n'eus den hag a ev gwin kozh hag a c'houlenn diouzhdu gwin nevez, rak lavarout a ra: Gwelloc'h eo an hini kozh.
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

Lukas 5:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

Lukas 5:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

Lukas 5:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.