Skip to main content
  • WORD Research this...
    Luke 14
    •   Aet e oa d'un deiz sabad e ti unan eus pennoù ar farizianed evit debriñ bara, hag e sellent outañ.
    •   Ha setu, un den dourgoeñvet a oa dirazañ.
    •   Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras da zoktored al lezenn ha d'ar farizianed: Hag aotreet eo yac'haat d'an deiz sabad?
    •   Int a davas. O kemer an hini klañv, en yac'haas hag en kasas kuit.
    •   Hag e lavaras dezho: Piv ac'hanoc'h, mar kouezh e azen pe e ejen en ur puñs, ne dennfe ket anezhañ er-maez kerkent d'an deiz sabad?
    •   Ne c'helljont ket respont dezhañ war gement-se.
    •   Kinnig a reas d'ar re a oa pedet ur barabolenn, o welout penaos e klaskent ar plasoù kentañ, hag e lavaras dezho:
    •   Pa vi pedet gant unan bennak d'un eured, n'en em laka ket er c'hentañ plas, gant aon en em gavfe e-touez ar re bedet un den enorusoc'h egedout,
    •   hag e teufe an hini en deus ho pedet, te hag eñ, ha ne lavarfe dit: Ro al lec'h da hemañ. Hag ez afes neuze gant mezh er plas diwezhañ.
    • 10   Met pa vi pedet, kae d'en em lakaat er plas diwezhañ, abalamour pa zeuio an hini en devo da bedet, e lavaro dit: Mignon, pign uheloc'h. Neuze e vi enoret dirak ar re a vo ouzh taol ganit.
    • 11   Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.
    • 12   Lavarout a reas ivez d'an hini en doa e bedet: Pa ri ul lein pe ur goan, na bed ket da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, nag amezeien binvidik, gant aon na bedfent ac'hanout d'o zro ha na rafent dit an hevelep tra.
    • 13   Met pa ri ur fest, ped ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re gamm, ar re dall,
    • 14   hag e vi eürus dre ma ne c'hellont ket e rentañ dit. Rak rentet e vo dit en adsavidigezh ar re reizh.
    • 15   Unan eus ar re a oa ouzh taol, o vezañ klevet kement-se, a lavaras dezhañ: Eürus an hini a zebro bara e rouantelezh Doue!
    • 16   Met e lavaras dezhañ: Un den a reas ur goan vras hag a bedas dezhi kalz a dud.
    • 17   Da goulz goan, e kasas e vevel da lavarout d'ar re a oa bet pedet: Deuit, rak pep tra a zo prest bremañ.
    • 18   Hag en em lakajont holl a-unan da zigareziñ. An hini kentañ a lavaras dezhañ: Prenet em eus douar ha ret eo din mont da welout anezhañ, da bediñ a ran da'm digareziñ.
    • 19   Unan all a lavaras: Prenet em eus pemp koublad ejened hag ez an da welout hag int a zo mat, da bediñ a ran da'm digareziñ.
    • 20   Unan all a lavaras: Me a zo nevez-dimezet, dre-se ne c'hellan ket dont.
    • 21   Ar mevel, o vezañ distroet, a zisklêrias kement-mañ d'e vestr. Neuze mestr an ti, droug ennañ, a lavaras d'e vevel: Kae buan dre leurioù ha straedoù kêr, ha degas amañ ar beorien, ar re vac'hagnet, ar re gamm hag ar re dall.
    • 22   Ar mevel a lavaras dezhañ: Aotrou, graet eo bet evel ma ec'h eus gourc'hemennet, ha lec'h a zo c'hoazh.
    • 23   Ar mestr a lavaras d'ar mevel: Kae dre an hentoù hag a-hed ar girzhier, ha gra d'ar re a zo eno mont e-barzh, evit ma vo leuniet va zi.
    • 24   Rak me a lavar deoc'h, hini ebet eus ar re a zo bet pedet ne dañvaio eus va c'hoan.
    • 25   Evel ma yae ul lod bras a dud gantañ, e tistroas hag e lavaras dezho:
    • 26   Mar deu unan bennak da'm c'havout ha ne gasa ket e dad, e vamm, e wreg, e vugale, e vreudeur, e c'hoarezed, ha muioc'h c'hoazh e vuhez hec'h-unan, ne c'hell ket bezañ va diskibl.
    • 27   Piv bennak ne zoug ket e groaz ha ne heuilh ket ac'hanon, ne c'hell ket bezañ va diskibl.
    • 28   Rak piv ac'hanoc'h, mar en deus c'hoant da sevel un tour, ne azez ket da gentañ d'ober ar gont eus an dispign evit gwelout hag en deus peadra d'e echuiñ,
    • 29   gant aon, mar laka an diazez ha na c'hell ket e echuiñ, na zeufe ar re holl en gwelo d'ober goap anezhañ,
    • 30   o lavarout: An den-se a zo en em lakaet da sevel ha n'en deus ket gallet echuiñ?
    • 31   Pe piv eo ar roue, mar d-a en hent evit ober brezel d'ur roue all, ne azez ket da gentañ d'en em c'houlenn hag e c'hell gant dek mil den mont da ziaraogiñ an hini a zeu a-enep dezhañ gant ugent mil?
    • 32   Anez, pa'z emañ c'hoazh pell hemañ, e kas dezhañ ur c'hannad da c'houlenn ar peoc'h.
    • 33   Evel-se, piv bennak ac'hanoc'h na zilez ket kement en deus, ne c'hell ket bezañ va diskibl.
    • 34   Un dra vat eo an holen, met mar koll an holen e vlaz, gant petra e vo temzet?
    • 35   N'eo mat nag evit an douar nag evit an teil. E deurel a reer er-maez. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
  • King James Version (kjv)
    • Active Persistent Session:

      To use a different persistent session key, simply add it above, and click the button below.

      How This All Works

      Your persistent session key, together with your favourite verse, authenticates you. It links to all your notes and tags in the Bible. You can share it with loved ones so they can see your notes and tags.

      However, to modify your notes and tags, you need both the persistent session key and your favourite verse.

      Please Keep Your Favourite Verse Private

      Your persistent session key and favourite verse provide you exclusive access to edit your notes and tags. Think of your persistent session key as a username and your favourite verse as a password. Therefore, ensure your favourite verse is kept private.

      The persistent session key allows viewing, while editing is only possible when the correct favourite verse is provided.

    • Loading...
  • Gospels (breton - 1.1.1)

    2012-03-29

    Breton (br)

    Breton New Testament.

    TESTAMANT NEVEZ HON AOTROÙ HAG HOR SALVER JEZUZ-KRIST lakaet e brezhoneg da gentañ en naontekvet kantved gant Gwilh Ar C'hoad, hag embannet gant Unvaniezh Dreinderian ar Bibl evit ar Vretoned e 1893, adwelet, lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, hag embannet gant Unvaniezh ar Bibl en Anjev e 2004, adweladenn gwellaet e 2011, anvet TROIDIGEZH KOAD 21.

    NOUVEAU TESTAMENT DE NOTRE SEIGNEUR ET SAUVEUR JÉSUS-CHRIST EN LANGUE BRETONNE traduit d'abord au 19ème siècle par Guillaume Le Coat et édité par la Société Biblique Trinitaire pour la Bretagne en 1893 révisé, mis en langue bretonne moderne par Luc Bernicot, et édité par la Société Biblique d'Anjou en 2004, révision améliorée en 2011, nommé VERSION KOAD 21.

    NEW TESTAMENT OF OUR LORD AND SAVIOUR JESUS CHRIST IN BRETON LANGUAGE first translated during the 19th century by Guillaume Le Coat and published by the Brittany Trinitarian Bible Society in 1893 revised, transposed into modern Breton language by Luc Bernicot, and published by the Anjou Bible Society in 2004, revision improved 2011, called KOAD 21 VERSION.

    Text copyright © 2004, 2007, 2011 Anjou Bible Society.
    http://sites.google.com/site/bibleenanjou/

    • Encoding: UTF-8
    • Direction: LTR
    • LCSH: Bible. Breton.
    • Distribution Abbreviation: Koad 21

    License

    Copyrighted; Permission to distribute granted to CrossWire

    Source (OSIS)

    http://pagesperso-orange.fr/testamant.nevez/

    history_1.1.1
    [2015-2-16] corrected conf file
    history_1.1
    [2012-03-29] Rebuilt module from source text (2011 edition)
    history_1.0
    [2012-02-29] Initial build from source text (2010 edition)

Basic Hash Usage Explained

At getBible, we've established a robust system to keep our API synchronized with the Crosswire project's modules. Let me explain how this integration works in simple terms.

We source our Bible text directly from the Crosswire modules. To monitor any updates, we generate "hash values" for each chapter, book, and translation. These hash values serve as unique identifiers that change only when the underlying content changes, thereby ensuring a tight integration between getBible and the Crosswire modules.

Every month, an automated process runs for approximately three hours. During this window, we fetch the latest Bible text from the Crosswire modules. Subsequently, we compare the new hash values and the text with the previous ones. Any detected changes trigger updates to both our official getBible hash repository and the Bible API for all affected translations. This system has been operating seamlessly for several years.

Once the updates are complete, any application utilizing our Bible API should monitor the hash values at the chapter, book, or translation level. Spotting a change in these values indicates that they should update their respective systems.

Hash values can change due to various reasons, including textual corrections like adding omitted verses, rectifying spelling errors, or addressing any discrepancies flagged by the publishers maintaining the modules at Crosswire.

The Crosswire initiative, also known as the SWORD Project, is the "source of truth" for getBible. Any modifications in the Crosswire modules get reflected in our API within days, ensuring our users access the most precise and current Bible text. We pledge to uphold this standard as long as getBible exists and our build scripts remain operational.

We're united in our mission to preserve the integrity and authenticity of the Bible text. If you have questions or require additional information, please use our support system. We're here to assist and will respond promptly.

Thank you for your understanding and for being an integral part of the getBible community.

Favourite Verse

You should select one of your favourite verses.

This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.

This is currently the active session key.

Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.

Lukas 14:

Sharing the Word of God with the world.
  • Share Text
    ...
  • Share Link

Lukas 14:1

Tagging this verse.

The active verse selected text should load here.

Active

Available Tags

Drag and drop the desired tag from the available ones to the active area.

To un-tag a verse, drag and drop the desired tag from active to the available tags area.

Edit Tag

Create Tag

Lukas 14:1

Notes on this verse.

The active verse selected text should load here.